Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.g. 1. Dont da vezañ berr. Emañ an deizioù o tiverrañ. An amzer a dremen hag ar vuhez a ziverr. 2. Gounit amzer, mont war-raok, gant e labour dh. Mar ne hastez ket, ne ziverri ket. Kaer 'm eus labourat, ne ziverran tamm. 3. Kas e amzer gant dudi. Emaon o tiverrañ ur pennadig. Gwelet a-walc'h a rit emaon o tiverrañ diwar ho koust. II. V.k.e. A. 1. Lakaat ur prantad da vezañ berroc'h. An dienez a ziverras he buhez. Diverret em eus ma buhez eus ouzhpenn ugent vloaz. 2. Trl. Diverrañ e amzer : kas e amzer en un doare plijus. Diverrañ a reont o amzer o komz. Gwezchoù all e tiverre e amzer o lenn. B. Dre ast. Reiñ dudi da ub. C'hoant en deus bet e talvezfe al levr-se da ziverrañ ar vugale. C. Dre skeud. 1. Krennañ danvez ur skrid, un darvoud, h.a. ouzh e zanevellañ. 2. Lakaat da goazhañ. Diverrañ e zle : paeañ ul lodenn anezhañ. Reiñ d'ar paour aluzen alies / Ne ziverras biskoazh an danvez. III. Impl. da ak. Danvez krennet. Setu aze un diverrañ eus e gelennadurezh. War ar c'haier-se e lakaent un diverrañ eus o emvodoù. Reiñ a reas da glevet un diverrañ eus buhez e genlabourer. HS. berraat, diverraat.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

diverrañ

1499
Daveenn : LVBCA p61 (abreger)

diverrañ an amzer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desennuier, (s')ebatre, passer (son temps)

evit diverrat

1732
Daveenn : GReg pg bref (enfin, pour abréger)

em deverriñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) divertir

deverriñ

1732
Daveenn : GReg pg divertir (égayer, rejoüir)

diverrañ

1850
Daveenn : GON.II pg divéra

diverret

1850
Daveenn : GON.II pg divéra

diverrañ

1904
Daveenn : DBFV pg -al (inf. de verbes dont plusieurs expriment des bruits comme : harhal, aboyer ; kornal, retentir ; ce sont rarement des thèmes en a, comme deverral, s'amuser)

deverret

1904
Daveenn : DBFV pg -al (s'amuser)

diverrañ

1909
Daveenn : BROU p. 228 (on dit berraat et diverra)

diverrañ an amzer

1909
Daveenn : BROU p. 228

en em ziverrañ

1909
Daveenn : BROU p. 228

diverrat e amzer

1931
Daveenn : VALL pg (s')amuser

diverrañ

1931
Daveenn : VALL pg abréger

Talvoudus eo, evelato, diverrañ ar pezh a sonj ar ouizieion diwar-benn an traoniennoù-se, o rummata, o zaolennañ, displegañ ar goulakadurioù pouezusañ savet evit o displegañ.

1943
Daveenn : TNKN p13

Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita : ur paotr Kastilha bennak, o tiverrañ e amzer e-tal dor un «estancia».

1949
Daveenn : SIZH p.65

Da c'hwec'h eur diouzh ar beure ez eo diverret trumm an nemorant eus ma c'housked gant ur bellgomzadenn. Strimpiñ a ran ha redek betek ar sal-vevañ.

2015
Daveenn : EHPEA p305

An traoù goulennet a rank bezañ displeget dre ar munud da gentañ, ha diverret en ur frazenn pe ziv goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial