Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'en deus ket a vezh. Hennezh zo ur gaouiad divezh. 2. En deus ur vuhez diroll. Daremprediñ merc'hed divergont ha gwragez divezh. Honnezh zo ur pezh divezh. & Bezañ divezh en e gomzoù : komz eus traoù a denn d'an darempredoù rev. Biskoazh ne'm boa gwelet merc'hed ken divergont ha ken divezh en o c'homzoù. 3. (db. ar c'homzoù) Distaget hep kaout mezh. Gevier divezh. [1878] — N’hoc’h eus graet droug da zen ebet, eme-c’hwi ? Hag e c’heller lavaret gevier ken divezh ? HS. divergont.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

den divezh

1499
Daveenn : LVBCA p53, 62 (homme sans vergoingne : non honteux)

divezh

1499
Daveenn : LVBCA p62 (non honteux)

divezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dehonté, effronté, insolent

diuex [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diuex

divezh

1732
Daveenn : GReg pg effronté (ée)

divezh

1732
Daveenn : GReg pg éhonté (ée)

tal divezh

1732
Daveenn : GReg pg front (Front, imprudence, temerité.)

Ha c'hwi ho pe un tal divezh a-walc'h evit souten kement-se !

1732
Daveenn : GReg pg front (Auriez-vous le front de le soûtenir ?)

Ha c'hwi ho pe un tal ker divezh evit souten kement-se !

1732
Daveenn : GReg pg front (Auriez-vous le front de le soûtenir ?)

Gwall zivezh eo evit ur plac'h yaouank.

1850
Daveenn : GON.II pg divéz, divézet (Elle est bien déhontée pour une jeune fille).

divezh

1850
Daveenn : GON.II pg divéz ou divézet (Déhonté. Ehonté. Qui a perdu toute honte, toute pudeur. Effronté. Impudent. - Cynique. Obscène. HV.)

— N’hoc’h eus graet droug da zen ebet, eme-c’hwi ? Hag e c’heller lavaret gevier ken divezh ?

1878
Daveenn : EKG.II p.62

diveñzh

1909
Daveenn : BROU p. 228 (effronté)

Kement-se a zo kontet ganti en un doare didro da vat, divezh ha diardoù.

2015
Daveenn : EHPEA p382

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial