Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1927, 1931, 2015] Obererezh pe labour kazus a gemer kalz amzer hag a seblant chom hep mont war-raok. Skuizh on gant an abuzetez-mañ ! Ar paperajoù, pebezh abuzetez ! Kollet en abuzetez ar burevioù. 2. Dre skeud. [1927] Milendall, tra pe lec'h touellus. Diskennet on betek strad al lestr ; eno ez eus kombodoù, skeulioù ha trepasoù etrezo : ur gwir abuzetez. 3. Dre eilp. Labour aes-kenañ. En taol-mañ avat ec'h eus kavet un abuzetez vrav. HS. abuzenti. 4. Dre ast. [1931] Tra evit diverrañ an amzer. Un abuzetez a ran-me diouzh an dra-mañ, rak n'eus tu ebet d'en em vezviñ gantañ. & Trl. [2015] C'hoari an abuzetez : koll amzer. E-lec'h chom da c'hoari an abuzetez e lonkas an evaj-se en ur pennad. [2015] Din-me n'eo nemet ur sorc'henn amerikan mat da c'hoari an abuzetez.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

abuzetez

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abuzer (labyrinthe ; travail où l'on n'avance pas)

abuzetez

1931
Daveenn : VALL pg amusette

Pinous on evel ur c'hog dibluñvet rak gwir eo e komz din abaoe bloavezhioù eus an aelad hag eus an FBI met din-me n'eo nemet ur sorc'henn amerikan mat da c'hoari an abuzetez, garzajoù pa lavarin mat.

2015
Daveenn : EHPEA p318

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial