I.
V.k.e.
A. (db. an dud)
[1904, 1927] Touellañ.
Komzoù flour mat da abuziñ an dud.
B.
1. (db. an dud)
Lakaat ub. da zaleañ, da goll amzer.
Chom da abuziñ an dud war o labour. Paouez a abuziñ an dud-se.
[1954] Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer [...].
2. (db. an amzer a dremen)
Kas an amzer. Ober udb.
Kement hag abuziñ e amzer.
&
Dre ast.
Koll (amzer).
Abalamour dezhañ em eus abuzet ma amzer.
C. Dre ast.
1. (db. an traoù)
Ac'hubiñ.
Na lezit ket an tamm kig da abuziñ ar plad.
2. (db. an danvezioù)
[1927] Foranañ.
[1927] Abuziñ paper.
II.
V.k.d.
1. Abuziñ etre daou dra ; kammgemer an eil evit egile.
2. [1659, 1732] Abuziñ a, eus (udb.) : ober drougimplij anezhañ.
[1732] Abuziñ eus a basianted Doue. Abuziñ a vadelezh ub.
3. [1904] Abuziñ gant ub. : kouezhañ e karantez gantañ.
III.
V.g.
1. (db. an dud)
[1904] Koll amzer.
Redek a di da di, abuziñ en ul lec'h, klakenniñ en ul lec'h all.
2. (db. an traoù)
[1904] Mont da fall.
HS. brukañ, gwastañ.
IV.
V.em.
EN EM ABUZIÑ.
1. Faziañ.
2. (dirak un av.)
[1904] En em abuziñ : koll amzer.
N'en em abuzit ket dont da'm gwelet. N'en em abuzan ket d'ho selaou.
Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer, ha goude ober sin da lenn e lavarent kuit a c'hoarzhin : - Eus ar c'hentañ, va den mat, derc'hit [sic] da vont, rak gwelout a reomp emañ pep tra ganeoc'h hervez al lezenn...