Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. N'emañ ket e rummad ar bevien. Ar stered zo traoù divuhez. II. 1. (db. an dud, al loened) N'eus ket a vuhez (I A) ennañ ken, a weler warnañ ez eo marv. Daou gorf astennet ha divuhez. & Heverk eus ar marv. Daoulagad divuhez. 2. Dre ast. N'eo ket gouest da skeudenniñ ar vuhez. Ur poltred divuhez. 3. Dre skeud. Tamm birvilh ebet ennañ, difiñv. Gant an oabl goloet e teu pep tra divuhez ha morlivet.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

O tont kerkent war e giz, e peurskubas an aod gant e donnoù, hag e kasas gantañ korfoù divuhez teir merc’h Matidonnos.

1923
Daveenn : SKET p.113

Ha padal, setu ur c'hoad teñval digened, an douar distlabez, ha pep tra sioul ha divuhez da welout : sioulder ha teñvalijenn, setu ar pezh a daoler evezh outañ da gentañ holl.

1985
Daveenn : DGBD p36

Ar pezh a anaveze diwar e benn a oa aet da netra, hag ar pezh a chome e oa ur c'horf noazh ha netra all, unan fesonet brav avat, betek re zoken, ar pezh a lakae da soñjal en ur c'horf divuhez.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial