dleet
dleet
dleet eo
An navet nozvezh a viz Mediosamonios (1), d’ar sav-heol, an navet bloavezh goude din distreiñ eus broioù ar C’hreisteiz, Kissiambos (2) ha pennoù an Aulerked o vezañ klevet va dezo ha kavet mat anezhañ, em eus graet ar roadoù sakr ha sevenet al lidoù dleet, ha staget da skrivañ em domani Blatomagos, e bro an Aulerked (3).
Bilzig a oa, evel ma oa dleet, en o zouez.
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
N'eo ket eñ, kwita, a zo kiriek, ha gant se n'eo ket dleet dezhañ bezañ wazh [sic, gwazh] a gement a zo c'hoarvezet.
Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.
Bez' e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m'eo dleet, met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.
Ra vanje an holl draoù el lec’h ma’z oa dleet dezho bezañ ! o c’havout a rajen kerkent ha deut en-dro d’ar gêr, ha da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mammvro, Te, Breizh a-bezh, daoust ha ne oas ket dija em gwad, em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?... Da be vad ’ta kimiadiñ diouzhit ? den ne lavar kenavo da neb a zo chadennet start outañ da virviken.
Ma-un', munudik dirak an engroez, e oan chomet, em sav e toull ar jabarleg, da stardañ an dorn, peogwir e oa dleet ober evel-se, ma-unan, d'ar re a oa deut da reiñ testeni o c'hengañv?
N'eo ket koulskoude e oant eno evit korfata ha tremen amzer laouen; nann, bez e oa hepken evit diskouez e veze graet an traoù evel ma 'z eo dleet, hag evel ma tere ouzh renerien ur gompagnunezh vrudet hag oberiant...
Da gentañ, peogwir e kav din ez eo dleet dit en abeg da'z parregezhioù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dleizenn