domino
un domino
An dra-se ne raje netra ; n’eus forzh petra ' vije ; ar maer a c’helle lavaret d’an Aotrou Person peseurt "chap" da lakaat da Sul, war beseurt ton kanañ ar "C’hirie eleison"... Ha da c’housperoù ma'n divije mall ar maer da vont da ober ur "barti domino", pe un abadenn c’hoari-voulloù, e vije barnet ar person, pe vije kontant pe ne vije ket, da ganañ un tamm "Laudate", rak berroc’h eo eget an "Exitu Israel"...
Ne veze ket gwelet, evel, siwazh ! ma weler bremañ re alies tud yaouank, o redet an ostalerioù hag an tavarnioù, oc’h evañ banne gant hemañ, banne gant henhont ; ne veze ket gwelet o tistreiñ kartoù nag o ruilhañ dominoioù, pell en noz, evel ma weler en amzer-mañ, bugale a renk uhel zoken, war o meno.
C’hoari a rejont domino e-pad un eur bennak, ha goude, pep hini a yeas, diouzh e du, da gousket.
[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dominoenn