A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.
A-walc’h d’in, eta, lavarout e timezjont, o devoe lïes mab ha merc’h, e vevjont eun niver a vloaveziou, e teujont d’eun hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dourn-ouz-dourn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.
1923
Daveenn :
SKET
p.44
E-kerzh ar C’hendalc’h, e voe bet ul lizher-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas dimp gourc’hemennoù tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yezh, hag a c’houlenne kerzhout dorn ouzh dorn gant ar Varzhegezh.
E-kerz ar C’hendalc’h, e voe bet eul lizer-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an Aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas d’imp gourc’hemennou tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yez, hag a c’houlenne kerzout dourn ouz dourn gant ar Varzegez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.190
Kevredigezh Vroadel Breizh ha Skol Veur Barzhed Breizh, ganet en hevelep kavell, a gerzhe bremañ dorn ouzh dorn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.
Kevredigez Vroadel Breiz ha Skol Veur Barzed Breiz, ganet en hevelep kavell, a gerze bremañ dourn ouz dourn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.