Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. GWECHALL Bagadig soudarded dezho kefridi da ziwall an dud er c'hêrioù diouzh an noz. 2. BREMAÑ Bagadig soudarded dezho kefridi da ziwall ur c'hazarn, ur c'hamp, h.a. & Trl. Arouez ar ged : ger pe frazenn a ranker distagañ dirak ar ged evit bezañ aotreet da dremen. & Ged noz : troiad noz ar warded evit bezañ sur eo sioul pep tra. 3. Obererezh gedal (I A 1) evit diarbenn un dañjer bnk. HS. gward. 4. Pezh emeur o c'hortoz, o c'hedal. Setu ma ged em foanioù. Touellet e oant en o ged. Kuitaet en deus e vro gant ar ged da zistreiñ enni diwezhatoc'h. & A-enep ged ub. : a-enep ar pezh edo o c'hedal. HS. fiziañs, goanag, spi. II. Impl. da anv unan. Dre ast. 1. [2015] Soudard zo e ged. [2015] Lakaet hon eus gedoù er c'harterioù ma ne vez ket kalz a dremenerezh diouzh an noz evit parraat ouzh ur gwalldaol all. HS. gedour, gward. 2. (en e furm vihanaat) Logell m'emañ ar gedour o c'hedal. Ur gedig soudarded. III. Trl. Bezañ ged da ub. : bezañ ouzh e c'hortoz. Evel-se e vije ged dezhañ ha ne gavfe ket dar serret e neblec'h. & Bezañ e ged : bezañ war evezh. eno e ranked bezañ ordinal e ged. & [2015] Bezañ e ged eus udb. : bezañ o c'hedal an dra-se. E ged e oa eus se. [2015] Ouzhpenn ma oamp e ged eus se ez eo ivez gwall nec'hus. & Bezañ e ged da : bezañ en gortoz a. Ar c'hazh zo e ged da gaout un dra bennak ivez.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

ged

1499
Daveenn : LVBCA p82 (eschauguetes)

ged

1499
Daveenn : LVBCA p83 ('guet' ou 'guide' ?)

ged

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guet, santinelles

gedoù

1732
Daveenn : GReg pg garde (Garde, corps de garde, sentinelle.)

ober ged

1732
Daveenn : GReg pg garde (Faire garde, faire la garde.)

marc'heg ar gedoù

1732
Daveenn : GReg pg chevalier (du guet, Commandant de la garde de nuit ; autrement dit, Chevalier de l'Etoile)

ar gued

1732
Daveenn : GReg pg corps (de garde, ceux qui font la garde)

arouez ar ged

1732
Daveenn : GReg pg guet (Le mot du guet.)

ober ar ged

1732
Daveenn : GReg pg garde (Faire garde, faire la garde.)

ged

1732
Daveenn : GReg pg faction (action du soldat qui fait sentinelle), garde (Garde, corps de garde, sentinelle.)

emaon pell zo er ged eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg géd

hag hennezh eo ho ked ?

1850
Daveenn : GON.II pg géd

war c'hed

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "dans l'attente".

ged

1850
Daveenn : GON.II pg géd, gortoz, gward, pâr, spî

c'hwi eo 'ta a ra ar ged amañ

1850
Daveenn : GON.II pg géd

Unan bennak a dlee chom war ur c’hleuz evit ober ar ged, ha diwall na gouezhje an dispac’herien warnomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.10

ar c'hed

1909
Daveenn : BROU p. 242 (garde ; on appelle ar c'hed, une patrouille réunie et commandée par le garde-champêtre, chargée de conduire en fourrière les animaux vagabonds))

Peurrannet ma ’z oant diouzh an dud all gant gouelec’hioù ledan, n’oa ket dezho dizarbenn argad[ad]egoù ha bezañ dibaouez, o armoù ganto en o daouarn, war c’hed a-hed harzoù o bro.

1923
Daveenn : SKET p.66 (p.197, "Da reiza[ñ]" : "P. 66, eil dilinenna[ñ], lin. 7, e lec’h « argadegou » lenn « argadadegou »").

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.115

Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutatis oc’h ober ur ged didorr war da diegezh, o skeiñ gant e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzhit, o lazhañ, o vreviñ, o voustrañ, o vougañ da holl enebourien !

1923
Daveenn : SKET p.84 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 84, lin. 13, e lec’h « neb a glasko » lenn « neb a glaskfe »").

Ar Roue galloudek, a zo war c’hed er C’hornog pellañ, n’oa ket evito ur bleiz rankles, draster eneoù ha lonker korfoù marv (3).

1923
Daveenn : SKET p.70

Kae da ober ged da-unan-penn er roudourioù, e bevennad ar c’hoadoù, war gern ar menezioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.32-33

Lugus Karros (3) a ra ged war-dro ar bugenoù-se m’emañ lakaet dre skrid warno ar gelennadurezh en deus bet Vindosêtlos digant an doueed.

1924
Daveenn : SKET.II p.6

Dinerzhañ a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’hwi gounezet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent ye [sic] (1), met ken lufr, ken ramplus [,] ar [p]lijadurezhioù !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

ged

1931
Daveenn : VALL pg attente

Romaniz o doa graet gantañ ur c'hastell-ged.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Ar serjant ged a selle pizh ouzh kement soudard, hag a rae dezhañ mont war e giz ma ne gave ket anezhañ neuziet mat.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Setu ma chomin d'ober ged / Hag hon tud da spia, dre ret. (Setu ma chomin d'ober ged / Hag hon tud da spiañ, dre ret.)

1960
Daveenn : GReg p70

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ouzhpenn ma oamp e ged eus se ez eo ivez gwall nec'hus rak lakaat a ra anatoc'h c'hoazh gwallegezh maodiernezh an Arc'hant.

2015
Daveenn : EHPEA p206

Lakaet hon eus gedoù niverusoc'h er c'harterioù ma ne vez ket kalz a dremenerezh diouzh an noz evit parraat ouzh ur gwalldaol all gant an tailhanter broadel pe, da nebeutañ, evit ma vo diaesoc'h dezhañ ober. Ar pezh a dalv ivez, evel-just, e lezomp digor an dachenn d'al laeron ha d'ar fallobererion e traoñ bali Patision rak ne c'hellomp ket tapout dre-holl.

2015
Daveenn : EHPEA p363

Notennoù studi

Termen benel e Eusa.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial