V.k.e.
I.
A.
1. Spiañ.
Ma c'hazh, 'm eus aon, zo o c'hedal ul logodenn.
2. KOZH
Evezhiañ.
Gedal ar brizonidi.
B. Dre ast.
1. Gortoz ub., udb.
[1732] Emaon o c'hedal Kaourintin.
[1924] Ha peurvuiañ ivez, paotred ar bourk, Bilzig er penn kentañ, a veze oc’h e c’hedal, hag, en ur ganañ, ec’h aent da ambroug anezhañ betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochoù bras, porpant lien".
[1960] Ne vo ket ret o gedal pell.
[1973] Mont a rit da vord an hent da c'hedal paotr al lizhiri.
Mont e-barzh an ti hep gedal ar respont.
[1878] Gouzout a rae he doa graet un torfed bras hervez paotred ar Republik, ha n’he doa nemet ar marv da c’hedal.
2. (dirak ur renadenn a denn d'ur pennad amzer, d'ur c'houlz da zont)
Chom keit-mañ-keit el lec'h-mañ-lec'h.
Ged un tammig aze. Gedal ar mare da vezañ buhezet a-nevez.
[1877] Ha gedal a raf[e]c’h aze ur pennadig, war ar palier, e-pad ma vezin oc’h ober kement-se ?
3. Trl.
Gedal ub. d'ober udb. : gedal ma ray an dra-se.
Mil bell zo edon ouzh ho kedal da zont.
4. Dre ast.
Gortoz udb. gant spi d'e gaout.
Edon o c'hedal ar garg-hont.
&
Gedal tro : gedal e dro.
5. Ent krenn
Gortoz.
Kaer en doa gedal, ne zeue ket e vab en-dro. Ne chomas ket da c'hedal hiroc'h. Hep gedal e tiframmas ar bugel digant e vamm.
[1867] An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…
&
(impl. en e furm av.)
Labour gedal ho po.
&
(impl. dirak un av.)
Ur misioner a oa eno o c'hedal sevel war ul lestr da zistreiñ d'e vision.
II.
(impl. dirak un islav. degaset gant ar stl. ma)
Gedal ma : gortoz ma.
Pa droc'her an ed e ranker gedal ma va danvez bleud enno.
III.
1. Tr. adv.
Da c'hedal : da c'hortoz.
Lakait anezho en armel da c'hedal bezañ gwalc'het. Da c'hedal, roit din an dra-se.
[1877] Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezeg lezennoù Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...
[1929] Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me !
2. Tr. stl. isur.
Da c'hedal ma : betek ar mare ma.
Daveenn :
GON.II
pg géda (je les guette depuis hier).
Ar peoc'h a c'heder.
Ar péoc'h a c'hédeur.
1850
Daveenn :
GON.II
pg géda (on espère la paix).
Mar c'hoantait gedal betek ma teuint bras hag en oad da zimeziñ, kentoc'h e viot deuet kozh eget na viot dimezet.
Mar c'hoañtait gédal bété ma téûiñt brâz hag enn oad da zimézi, keñtoc'h é viod deût kôz égét na viod dimézet.
1850
Daveenn :
GON.II
p.99
Ha c'hoazh e tougan-me mibien em c'hof evit ma hellfec'h gedal priedoù diganin ?
Ha c'hoaz é tougann-me mipien em c'hôv évit ma helfac'h gédal priédou digañéñ ?
1850
Daveenn :
GON.II
p.99
gedañ
géda
1850
Daveenn :
GON.II
pg déporta, déporda, géda et gédal (attendre, être dans l'attente. guetter. faire la garde. être aux aguets. espérer, vivre dans l'espérance), gortozi, spia
gedal
gédal
1850
Daveenn :
GON.II
pg géda et gédal (attendre, être dans l'attente. guetter. faire la garde. être aux aguets. espérer, vivre dans l'espérance).
gedet
gédet
1850
Daveenn :
GON.II
pg géda et gédal (attendre, être dans l'attente. guetter. faire la garde. être aux aguets. espérer, vivre dans l'espérance. Part.)
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Daveenn :
MGK
p21
An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…
Ann houad hag ar c'hi-man, hep choum pell da c'hedal, ia war ho fenn er ster, hag a neunv enn tu all…
1867
Daveenn :
MGK
p3
« Gortozit c'hoazh, mar plij, ma teui va grweg ganen : / Va mab a zo yaouank, gedit ma vezo den ; / Roit din-me amzer da sevel / Talbenn va zi a-raok mervel. »
» Gortozit c'hoaz, mar plij, ma teui va greg gan-en : / » Va map a zo iaouank, gedit ma vezo den ; / » Roit d'in-me amzer da zevel / » Tal-benn va zi a-raok mervel.
1867
Daveenn :
MGK
p.101
Ha gedal a raf[e]c’h aze ur pennadig, war ar palier, e-pad ma vezin oc’h ober kement-se ?
Ha gedal a rafac’h aze eur pennadik, var ar palier, epad ma vezign oc’h ober kement-se ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.14
Peur e teuio adarre ar c’hiz kozh da zibennañ ar veleien ? Kentoc’h eget na soñj da galz marteze. Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezeg lezennoù Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...
Peur e teuio adarre ar c’hiz koz da zibenna ar veleien ? Kentoc’h eget na sonj da gals marteze. Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezek lezennou Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.294-295
Evit miret da gouezhañ etre daouarn hon enebourien, it pep hini d’e gêr da c’hedal ma kemennin deoc’h dont adarre d’am c’haout.
Evit miret da goueza etre daouarn hon enebourien, it pep hini d’he gear da c’hedal ma kemennign d’ehoc’h dont adarre d’am c’haout.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.288
A-benn ur pennad goude-se, e voe graet kloc’h-galv, evel evit ar badiziantoù, hag e voe adarre embannet, dre ar bourk, e oa en iliz ur c’hrouadur toc’hor o c’hedal ur beleg d’e vadeziñ.
A benn eur pennad goude-ze, e oue great kloc’h-galf, evel evit ar badichantou, hag e oue adarre embannet, dre ar bourk, oa enn iliz eur c’hrouadur toc’hor o c’hedal eur belek d’he vadezi.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.249
— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell. — Nann, ne garfen ket dale kalz, rak me a rank mont er mor fenoz, pe warc’hoazh, e vezo klevet trouz digant Ester.
— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell. — Nann, ne garfen ket dale kals, rak me a rank mont er mor fenoz, pe varc’hoaz, e vezo klevet trouz digant Esther.
1877
Daveenn :
EKG.II
p.220
Eno o gedan, hag eno e kavint o marv, mar sentit ouzhin, m’hen tou deoc’h.
Eno ho gedan, hag eno e kavint ho maro, mar sentit ouzign, m’hen tou d’ehoc’h.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.197
Me a sav raktal, eme ar sakrist, gedet ur pennadig bihan.
Me a zao raktal, eme ar zakrist, gedet eur pennadig bian.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.111
Alo, hastit afo, hon tad a zo skuizh oc’h ho kedal.
Alo, hastit affo, hon tad a zo skuiz ouc’h ho kedal.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.79
Savit d’an nec’h, azezit e kichen an tan da c’hedal ma vezo aozet deoc’h un tamm boued all gwelloc’h eget hor yod-ni, rak marteze hoc’h eus naon ?
Savit d’an neac’h, azezit e kichenn an tan da c’hedal ma vezo aozet d’ehoc’h eun tamm boued-all guelloc’h eget hor iod-ni, rag marteze hoc’h euz naoun ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.44-45
Edo en Oriant o c’hedal ul lestr da vont en hent, pa deuas ar marv da Robespierre, spontailh an dud vat.
Edo enn Oriant o c’hedal eul lestr da vont enn hent, pa deuaz ar maro da Robespierre, spountaill an dud vad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.227
Ret e oa deomp mont er-maez eus ar puñs ha gedal ken na vije deiz evit tennañ er-maez ar c’hwec’h korf-marv, rak n’oamp ket hon-daou evit ober an dra-se.
Red oa d’eomp mont er meaz euz ar punz ha gedal ken na viche deiz evit tenna er meaz ar c’houeac’h korf maro, rak n’oamp ket hon daou evit ober an dra-ze.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.56
Hag en ur zistreiñ ouc’h Paol : — Deuet omp d’ho kerc’hat a-berzh ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizon da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag eus a Vrest da n’ouzon dare da belec’h.
Hag en eur zistrei ouc’h Paol : — Deuet omp d’ho kerc’hat aberz ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizoun da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag euz a Vrest da n’oun dare da beleac’h.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.61
Gouzout a rae he doa graet un torfed bras hervez paotred ar Republik, ha n’he doa nemet ar marv da c’hedal. Ne fallgalonas ket evit-se.
Gouzout a rea e doa great eun torfet braz hervez paotred ar Republik, ha n’e doa nemed ar maro da c’hedal. Ne falgalounaz ket evit-se.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.226
Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.
Heulia a raent tad-koz blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arz), war e dro da vela hag e rannent gantan e breizadenn ; gedal a raent ar gwinverig gell o fringal, selaou ouz kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em zila war ribl an dour, da spia miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadou, da zoura.
1923
Daveenn :
SKET
p.40
Ha peurvuiañ ivez, paotred ar bourk, Bilzig er penn kentañ, a veze oc’h e c’hedal, hag, en ur ganañ, ec’h aent da ambroug anezhañ betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochoù bras, porpant lien".
Ha peurvuia ive, pôtred ar bourk, Bilzig er penn kenta, a vije oc’h e c’hedal, hag, en eur gana, ec’h ênt da ambroug anean betek Kroaz Pennenez : "Kerjantjili barvek wenn, Galochou bras, porpant lien".
Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.
Me a sant va bouzelenn-vras o c'hourlammat e kostez dehou va c'hof ! Am eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtik!... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhou ganeñ-me ! a drouc'has paotr Goueznou.
1929
Daveenn :
SVBV
p9
gedal
1931
Daveenn :
VALL
pg aguets, attendre
gedet
1931
Daveenn :
VALL
pg attendre
Kêroulaz ho lazhañ ' lâre, / Re all d'en ober zo dare : / Ne vo ket ret o gedal pell.
Kêroulaz ho laza ' lare, / Re-all d'hen ober zo dare : / Ne vo ket ret o gedal pell.
1960
Daveenn :
PETO
p62
Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?
Daoust d'an doare kriz ha garo / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar maro / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoaz / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoaz / Ma vennan chom hep mont da goll ?
1960
Daveenn :
PETO
p34
Bez' ho poa ul lizher preset. Mont a rit da vord an hent da c'hedal paotr al lizhiri. Gwelout a rit roudoù fresk e varc'h-houarn. Nag a resped deoc'h !
1973
Daveenn :
HYZH
Niv. 88 p. 42, Anjela Duval
Setu ar blanedenn a veze ouzh hor gedal atav, kantreerien ma oamp : e pep lec'h ma tremenemp e krogemp gant ur pezh-labour bennak hag, a-benn ma veze graet anezhañ un dra bennak a-zoare, e veze mall deomp mont pelloc'h.
1985
Daveenn :
DGBD
p99
A-benn ar fin ez eo disheñvel ho testadur diouzh an hini e oan ouzh ho kedal da gas din eus Bro-Alamagn.