RELIJ.
[1499, 1659, 1732, 1850, 1927, 1931] Barnidigezh ma eskumunuger ub.
An anaoue ne skoy ket ar margodennoù. Emaint dindan an anaoue.
&
Trl.
Teuler an anaoue war ub. : dougen ar varnidigezh-se end-eeun a-enep ub.
Teuler an anaoue bras war ar bandennoù laeron.
&
Trl.
Embann an anaoue : reiñ anezhañ da vezañ anavezet gant an holl.
[1850] Embannet eo bet an anaoue.
&
Trl.
Dougen an anaoue (a-enep ub.) : embann anezhañ.
[1847] An Tad Santel neuze / A zougas an anaoue a-enep ar roue.
[1850] Warc'hoazh e touger an anaoue.
&
Trl.
[1659] Enkrezañsiñ un anaoue, [1659] krizañ un anaoue : gwashaat stad a eskumunudigezh ub. da-heul un anaoue.