I.
H.g. (db. an evned, en e furm unan)
[1732, 1850] Mouezhioù diseurt, gwan ha tanav, graet gant an evned bihan.
Geiz ar ploged en neizhi.
II.
G. (en e furm lies ; db. an dud)
1. [1985] Doareoù re seven.
N'eus nemet ton ha geizoù gant ar re-se.
[1985] Ur paotr fin war e veno, hag ur pabor ouzhpenn : kalz geizoù a zo gantañ pa zeu d'hon degemer.
&
Trl.
Ober geizoù : kaout un emzalc'h re seven.
Evit ar wech e oa bet troet un tammig d'ober geizoù. Paouez a ober geizoù 'ta !
HS. ardoù.
2. Ober geizoù : distresañ e zremm, ober jestroù a bep seurt, en em lakaat droch.
Marmouzien oc'h ober geizoù ha begoù.
Lod all a dape taolioù botez en o revr hardizh evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c'heizoù.
Lod all a dape taoliou botez en o reor hardiz evel Moris An Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c'heizou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p22
Me, a-ratozh-kaer, a rae kont gant ar gantrerien-mañ ; d'ar Sadorn, da bred lein, e oa ma c'homisien ha ma skolaerien mouzhet ha mut ; diskouez a raent dre o geizioù an dispriz o doa evit ar ragacherien hag ar chakerien blouz.
Me, a-ratoz-kaer, a rae kont gant ar gantrerien-mañ ; d'ar sadorn, da bred lein, e oa ma c'homizien ha ma skolaerien mouzet ha mut ; diskouez a raent dre o geiziou an dispriz o doa evit ar ragacherien hag ar chakerien blouz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p83-84
Amañ koulskoude hon eus c'hoari da gaout gant ar penn-kêr, ur paotr fin war e veno, hag ur pabor ouzhpenn : kalz geizoù a zo gantañ pa zeu d'hon degemer.