gell
Heuliañ a raent tad-kozh blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arzh), war e dro da vela hag e rannent gantañ e breizhadenn ; gedal a raent ar gwiñverig gell o fringal, selaou ouzh kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em silañ war ribl an dour, da spiañ miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadoù, da zourañ.
gell
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Gouel a lide Kastilha Gozh, er-maez, da vokediñ, a-raok sec'hor gell ar mizioù hañv, beli berrbad an Nevez-Amzer.
En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.
Navo! Na lip, soav neñv, va barvioù gwidilet gludennek - a'm genaouioù, gwidennadoù mergl gell-foer eo a ziver.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gell