Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

C'hwez. Disteuler a reont kalz dour-c'hwez. & (heuliet gant ar gerioù holl pe tout e troiennoù ag.) Goloet a c'hwez, o c'hweziñ da vat. Ar c'hezeg, dourc'hwez holl, a oa un eonenn dev en o genoù. Honnezh a oa o palat, dourc'hwez tout. Me zo dourc'hwez tout. HS. c'hwezenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

dour-c'hwez

1732
Daveenn : GReg pg eau (de senteurs)

Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.

1867
Daveenn : MGK p31

Soubet eo en e zour-c’hwez.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Setu amañ, emezañ, unan o labourat, Ha na ra na van na forzh, Da uzañ nerzh e gorf, ken e teu an dour c'hwez, Da redek penn-da-benn blevenn e elgez.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Afrique Septentrionale et Occidentale, II. Paris, 1938, p. 322) : "Er peurvanoù ha war hentoù bras an dezerzh e teu an tu-gounit gant ar re wenn, kaletoc'h ouzh ar sec'hed eget a re zu hag a zo stummet o c'hroc'hen, evit doare, evit disteuler kalz dour-c'hwez.

1985
Daveenn : DGBD p126

Oc'h huñvreal edo an Dr. Armstrong... Tomm-spontus e oa er sal-oberiata... N'eo ket posupl, ned ae ket gwrezreolier en-dro ! Dourc'hwez a rede ouzh e zremm. Mouest e oa e zouarn. Ne oa ket aes derc'hel mat ar gontell-flañchañ...

2011
Daveenn : DEKMO p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial