Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Liñvenn zo dour oc'h ober ar braz anezhi, un danvezenn, danvezennoù all mesket ennañ. Ar c'hafe, an dourenn zu-se, zo ilbouedus he c'hwezh. Ar chug-frouezh zo un dourenn. 2. Dour diwar un danvezenn bnk., chug. Aozañ dourennoù diwar frouezh a bep seurt. 3. Bevon. Liñvenn a grou en ur bevedeg, zo dour oc'h ober ar braz anezhi. Ar gwad, ar c'hwez, ar vestl zo dourennoù. Un dourenn a oa ouzh penn e fri : mic'hi. 4. Dre heveleb. Liñvenn. An tireoul zo un dourenn vurzhudus.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

tennañ an dourenn eus a frouezh oud [ouzh] o gwaskañ

1732
Daveenn : GReg pg épreindre (faire sortir le jus, à force de presser)

tennañ an dourenn eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg exprimer (tirer le jus de quelque substance)

an dourenn, ar sun, strilhet eus a un dra, tennet eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg essence (esprit, ou suc extrait de quelque chose)

dourenn

1850
Daveenn : GON.II pg douren, chugon, sûn

dourenn

1850
Daveenn : GON.II pg douren

Gant ar "glaston" (pastez) en em liv ar re gentañ ; en em libistrañ a ra ar re-all gant bloneg gavr ha dourennoù diwar doareoù-irin a gaver stank en o c’hoadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

"dourenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Liquide ; jus, suc".

"dourenn greñv" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Mordant chimique".

pouez dourennoù

1931
Daveenn : VALL pg aréomètre

dourenn greñv

1931
Daveenn : VALL pg (un) acide (azotique ou nitrique ; eau forte)

dont a ra an dourenn em beg

1931
Daveenn : VALL pg (l'eau me vient à la) bouche

En taol-mañ edo o klask un douarour bennak da vont d'ar Gabon da sevel ur gartenn a roje tu da ober enklaskoù war ar petrol, rak, hervez, e oa bet gwelet e oa lec'hiet mat ar vro-se evit ma c'hellfed kaout enni an dourenn vurzhudus.

1985
Daveenn : DGBD p5

Bez' e oa aze ur vuredig enni un dourenn bennak

2012
Daveenn : DJHMH p. 83

Diwallit pa vefet o skuilhañ ar serom en ho taoulagad : gant an dourenn e vez ledanaet toulligoù [toullouigoù] c'hwez ar groc'hen, hag e c'heller bezañ devet gant ar gaz.

2015
Daveenn : DISENT p161-162

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial