druilla [sic]
drailhet
Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.
Ar c’hilhog a zrailhas ur c’hokoriko war bazenn uhelañ ar skeul, hag ar yar a oa bet darbet dezhi dozviñ he vi diwezhañ.
Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù ; holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat, er gêr, er c'hatekiz, er parkeier pa vezent o vaesa pe o neizhata, e pep lec'h nemet er skol, rak eno e veze krozet dezho, ha kastizet e vezent zoken gant ar « Symbol » [sic, simbol], ar « Vuoc'h goad », kerkent ha ma tifloupe diganto ur ger en o yezh vroadel.
Leuskel a raen an dud da zrailhañ traoù a bep seurt e[n]-dro din : "Kalvez, kereour, liver, sakrist ? Kit da vale ! a lavaren ouzhin va-unan, ken buan all e vefen troc'her-moc'h !"
Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
Goude ma oa en em zrailhet an tad gant re e familh abalamour d'un istor kozh e oa bet ur burzhud gwelet anezho o tont d'an interamant.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
drailhenn