Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dibar, dispar. Un den dreist. Ur c'haner dreist. Ur geginerez dreist. Un taol dreist en deus graet en e vuhez. Speredoù dreist : tud speredek-tre. • Ar bleunioù-se a daol ur c'hwezh vat zo dreist. Me a gav dreist an irin. N'eo ket mat eo ! dreist ! ES. dister. 2. Bras-kenañ. Ur boan dreist hon eus avat o welet kement a draoù nevez ha divalav.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

kement-se a zo dreist va nerzh, dreist va galloud

1732
Daveenn : GReg pg (cela) excede (mes forces)

dreist

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessus (par dessus)

an enor dreist pep enor pehini a renter da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (le) culte (de latrie)

dreist

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessus (par dessus)

dreist

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessus (par dessus)

ul lec'h dreist ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (un lieu) dominant

dreist

1850
Daveenn : GON.II pg didreûz

un den dreist

1909
Daveenn : BROU p. 230 (un homme au-dessus de l'ordinaire)

Un dlead deomp-ni, o gournizien, kerzhout war o roudoù hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par – ha dreist zoken ! – da Geltia-‘zo-bet. Keltia da viken !!

1923
Daveenn : SKET p.6

E sell a se e vezo graet anezho Keltas « ar Stourmerien, an Emgannerien dreist », Galatas « ar Gadarned », Katuriges « Rouanez an emgann », Bogi « ar C’hounezourien-vroioù », Kavari « ar Ramzed ».

1923
Daveenn : SKET p.138

Hag, en abeg da se, e roin dezho ar gopradur dreist : « Ar Vindomagos (Gwenva) gant e levenez, e vleunioù, e saout hag e verc’hed dinamm, a vezo dezho. »

1923
Daveenn : SKET p.138

Ur vad dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’hentelioù-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

dreist

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXI

un nijour dreist

1931
Daveenn : VALL pg as

d'ur priz dreist

1931
Daveenn : VALL pg (monter à un prix) anormal

ar Mad dreist

1931
Daveenn : VALL pg bien (le souverrain bien)

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Ha bremañ, c'hwi hag a zo abaoe ken pell bevennet ho spered gant ar savboentoù strishañ ha danvezekañ, c'hwi hag hoc'h eus dinac'het vertuzioù ar vezekniezh trehontel, c'hwi hag hoc'h eus graet al lu gant tud a oa dreist deoc'h... sellit !

2012
Daveenn : DJHMH p88

Ne oa ket dreist ar pred kennebeut.

2023
Daveenn : DREAM p. 75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial