Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor; gant ur v. a denn d'an dilec'hiañ prl.) A-uc'h. Evned o nijal dreist ar mor. Lammat dreist ur c'houer. Tremen a ra an nijerezioù dreistomp. & Trl. skeud. Aet eo an Ankoù dreist dezhañ : tremenet ez eus ur gridienn drezañ. & Lammat dreist ar spern : tremen hebiou ar skoilhoù, an diaesterioù. II. Dre ast. (gant verboù all) 1. (db. an dilhad) War-c'horre. Lakaet en deus ur stammenn dreist e roched. Honnezh a oa ur vantell dreisti. HS. dre. & Tr. adv. BEZAÑ DREIST DA OBER UDB. : bezañ gouest d'e ober mat-kenañ. Ar paotr a oa dreist da ganañ meuleudioù e vro. 2. A-uc'h. Dreist e c'hlin eo troc'het e c'har dezhañ. Sellet dreist e skoaz. III. Dre skeud. 1. En tu all da. Ar binijenn-mañ zo dreist ma nerzh. Setu aze avat ha zo dreist hor skiant. Se zo dreist spered an den. Klask sevel dreist e renk. Ned ae ket dreist ar priz-se, peurvuiañ. 2. Klevet udb. dreist mouezh an avel : kreñvoc'h eget trouz an avel eo an dra-se. Kemer dreist e wir, dreist e grog : muioc'h eget n'eus dleet. & (db. ar gwerzhioù) Lakaat dreist ub. : kinnig uheloc'h priz egetañ. 3. (db. an dud) Bezañ dreist ub. : bezañ barrekoc'h egetañ. Hemañ zo dreist ar re all, gantañ e teuy ar maout. IV. Trl. skeud. Mont dreist ar roudenn*, an arroudenn*. & Mont dreist ar yev : mont re bell gant e gomzoù. & (db. ar c'healioù) Bezañ dreist maner ub. : en tu all d'e gompren. An traoù yezhadur zo dreist o maner. EVEZH. Furmoù displeget an araogenn dreist a c'haller sevel ivez war-bouez an araogenn "da" : dreist din.

Skouerioù istorel : 
86
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha pan edoa un wezh oz ober orezon ez welas un nombr bras a werc'hezed e-biou dezhañ, hag entreze ez oa unan a sklaerise he c'hened dreist an re arall, peheni pan denesas outañ a c'holoas he bizaj hag evel-se ez tremenas e-biou dezhañ.

1576
Daveenn : Cath p26

M. Petra eo karet Doue dreist pep tra ? D. E garet mui evit hor madoù, mui evit hon kerent, mui evit hon buhez, ha dezirout kent[oc'h] mervel evit e ofañsiñ bizviken.

1622
Daveenn : Do. p24

M. Piv a geromp-ni dre garantez ? D. Doue dreist pep tra, ha hon nesañ eveldomp hon-unan.

1622
Daveenn : Do. p24

dreist

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dessus, sur

tremen dreist ar bord

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redonder

mont dreist

1659
Daveenn : LDJM.1 pg redonder

dreist pep tra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sur (tout)

teurel dreist

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ietter (par dessus)

dreist ar rezon eo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (c'est outre) raison

M. Petra eo karet Doue dreist pep tra ? / D. E garet mui evit hor madoù, hor c'herent, hag hor buhez, ha dezirout kent mervel evit e ofañsiñ birviken.

1677
Daveenn : Do. p25

12. Imprimit e-barzh ennon-me, / Dreist pep tra tout, e garantez, / O tigas da goun e basion / E pep momed gant devosion.

1677
Daveenn : Do. p68

lakaat war un all, dreist un all

1732
Daveenn : GReg pg (mettre l') enchere

bez' ec'h istiman ar peoc'h dreist an trouz

1732
Daveenn : GReg pg aimer

Tremenit dreist ar gresim-se, pehini na ententit ket, ha lennit en tu all dezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg grec (Passez, c'est du grec.)

lammet dreist

1732
Daveenn : GReg pg franchir

dreist ar re all holl ez a

1732
Daveenn : GReg pg (il) excelle (par-dessus tous les autres)

an aotrou Doue a zo mat dreist pep tra

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu est le souverain) bien

mantellig glas a zoug un eskob dreist e roched

1732
Daveenn : GReg pg camail

dreist pep tra

1732
Daveenn : GReg pg (avant toutes) chose(s, sur toutes choses)

Ur vrasder a galon en devoa dreist pep hini.

1732
Daveenn : GReg pg hauteur (Il avoit une hauteur d'ame admirable.)

dreist ar pezh a faot

1732
Daveenn : GReg pg (au) de-là (de ce qu'il faut)

dreist pep esperañs

1732
Daveenn : GReg pg (au) de-là (de toute esperance)

an dra-se a zo dreist spered an den

1732
Daveenn : GReg pg (cela est au) dessus (de l'esprit humain)

dreist

1732
Daveenn : GReg pg (par) dessus (outre)

Anavezet eo dreist ar re all.

1732
Daveenn : GReg pg fameux (Il est très fameux dans le païs.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.

1732
Daveenn : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

tremen dreist

1732
Daveenn : GReg pg franchir

tremenet dreist

1732
Daveenn : GReg pg franchir (pp.)

monet dreist

1732
Daveenn : GReg pg franchir

aet dreist

1732
Daveenn : GReg pg franchir (pp.)

bezañ emañ dreist ar re all-holl

1732
Daveenn : GReg pg (il) excelle (par-dessus tous les autres)

netra ne zeu da zallañ kement spered ur c'hristen, na da galediñ muioc'h e galon, eget ar pec'hejoù eus ar c'hig : ha dreist kement-se, ar sakrilejoù

1732
Daveenn : GReg pg (rien n')aveugle (plus l'esprit, et n'endurcit d'avantage le coeur, que le peché de la chair)

kaer dreist pep tra gaer

1732
Daveenn : GReg pg bellissime (très-beau, très-belle)

ar mad dreist pep mad

1732
Daveenn : GReg pg (le souverain) bien

taolit-eñ dreist ar wazh

1850
Daveenn : GON.II pg dreist

fennañ a ra al laezh dreist ar pod

1850
Daveenn : GON.II pg fenna

dreist

1850
Daveenn : GON.II p.56, Table des Prépositions simples, "par-dessus".

Lammet em eus dreistañ.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Sevel a ra dreist ar re all.

1850
Daveenn : GON.II p.97, livre second, "Il surpasse les autres".

Tremen a ra dreist an holl.

1850
Daveenn : GON.II p.97, livre second, "Il surpasse tout le monde".

dreist pep tra

1850
Daveenn : GON.II pg dreist

dreist

1850
Daveenn : GON.II pg dreist

It el lec’h ma karoc'h, 'kreiz ar fraostoù donañ, / Du-se, 'weled ar mor, dreist ar c'hoabr uhelañ, / Ne viot ket birviken evit en em viret / Dioc'h fallagriezh an dud, nad yoc'h o [sic, e ?] darempred.

1867
Daveenn : MGK p46

Rouanez ha re vras, ni pennoù ar c'hêrioù, / Ha ni ive ezhec'h, en hon tiegezhioù, / Ni laka d'ar marv, ni gastiz ar re fall, / Ha ma ve sellet pizh, dreist ar c'hleuz en tu all, / Ve gwelet marteze oc'h ober meur a dra / A lakafe ar vein en-dro domp da ruziañ.

1867
Daveenn : MGK p84-85

Pa gomz ur roue bennak, ne dalv netra deomp-ni / Klask digarez ebet / Na lavaret dezhañ ez eo dreist hor galloud.

1867
Daveenn : MGK p104

Ha dreist ar c'hleuz dioc'htu ar c'honikl a lamm krenn, / Piv damallfe 'nezhañ ? Ne gredan den ebet.

1867
Daveenn : MGK p113

Ma ve, dianañ, kre hoc'h eskell / Da vont evel ar gioc'h, ar c'hrakhouad, ar c'haran, / Dreist ar gouelec'h, ar mor ledan, / D'ar broioù n'int anavezet.

1867
Daveenn : MGK p16

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-hont e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

C’hwi, evel ma’z oc’h daou zen mat, a c’helle bezañ tud fall ; ret e oa din ivez ’ta disfiziout ac’hanoc’h, rak en amzer zo bremañ e ranker diskrediñ war an holl, dreist pep tra war an divroidi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.82

Deuet e oant er-maez eus ar c’hoad hag ez aent d’an traoñ a-hed ur c’hleuz, pa glevjont un tenn o krozal hag ur vouled o sutal dreist o fenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.301

N’oamp ket bet pell evit lavaret ar c’homzoù-se ; evelato hor boa roet amzer d’ar pemzek soudard da vont dreistomp. N’oant ket aet re hir, ha me lavaret : — Tan, paotred !

1877
Daveenn : EKG.I. p.278

Mes an holl en em savas adarre en o enep, evel en amzer gozh, ha, dreist ar re all, ar gigerien ne felle ket dezho, nag a-bell nag a-dost, e c’hoarvezje an disterañ enkrez gant o ferson.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

Tremen a rae Perroz, hag ez ae dreist Beg ar C'hastell hag Ar Sklaerder war-zu Trebeurden, ha n’on [n’ouzon] dare da belec’h, en ur seniñ atav ur wech [a]n amzer hag o chom ur pennadig dirak pep kêriad tiez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

Ne glever a-bell, dreist an enezier, nemet grozmol ar mor bras a gros evit lavaret ez a atav en-dro hag ez eo bepred leun a nerzh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

D’ar mare-se n’oa ket brav reiñ golo d’an holl, da dud eveldon-me dreist pep tra, a ouied a yoa bet e emgann Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.35

Mes, evit mont er porzh, e oa ret din divarc’hañ an nor, rak e Maner al Liorzhoù, evel a ouzoc’h, ez eus ur porzh kloz, pe mont e-barzh dreist ar voger.

1878
Daveenn : EKG.II p.40

N’hor boe ket a geuz, rak Canclaux en doa lezet unan eus e girri da ober pont e Kergidu ; e-feson, n’en doa ket bet a amzer d’her c’has gantañ. Ni a yeas dreistañ en tu all, ha goude-se a grogas en e limonoù hag hen stlapas er ganol, evit miret ouc’h Canclaux da zont dre an hent bras ma teuje c’hoant dezhañ da zont war hor lerc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.2

Lampomp dreist ar c'hleu[z]-mañ, 'vit mont dre ar par berrañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

dreist ar roudenn ez it

1909
Daveenn : BROU p. 416 (vous dépassez les bornes)

Dreist pep muzul niver ar salioù-tronañ, ar c’hambroù, ar grignolioù, ar banelloù, an dorioù, ar porzhioù, al leurennoù pavezet !

1923
Daveenn : SKET p.15

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.68

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

A-wechoù all, dirak ar mor dirollet, war e spered en em skigne ul lizenn, ur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone ur sonig bennak klevet gantañ en ti-nezañ, hag homañ dreist ar re all : [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Sklintin ha flour edo o mouezh, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebiñ : un taol dreist da nerzh mab-den !

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ar re-mañ a oa skañv o zreid. Houp ! Ul lamm, ha d’an traoñ eus ar wezenn, ul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c’harzh, er-maez al liorzh. Ha da redek !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Div lev tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar maezoù, dindan teñvalijenn an noz sioul ha skeltr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

mont dreist ar roudenn

1931
Daveenn : VALL pg (dépasser les) borne(s, aller trop loin en paroles etc.)

ar Mad dreist pep mat

1931
Daveenn : VALL pg bien (le souverrain bien)

ober dreist penn-biz

1931
Daveenn : VALL pg bacler

mont dreist pal gant ub.

1931
Daveenn : VALL pg (pousser qqn à) bout

dreist goñvor

1931
Daveenn : VALL pg (par-dessus le) bord (d'un vase; outre mesure)

Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.

1944
Daveenn : ATST p.12

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Ar yer a gemere o nij dreist ar c'hleuzioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p73

« Dalc'h mat, Jafrenoù, sav uhel, / Da vouezh dreist hini an avel / A c'hwezh bremañ war Vreizh-lzel. »

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92-93

Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?

1949
Daveenn : SIZH

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

N'hor boa ket kontet avat gant an tre hag an avel-benn : bep houlenn e tourte hor bag e-barzh, hag e lamme an tarzhioù dreistomp ha ne voe ket pell an holl ac'hanomp o vezañ gleb-dour-teil.

1985
Daveenn : DGBD p89

An dra-se zo dreist da'm c'homprenezon

2007
Daveenn : KASTE p190

Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 22

Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.

2015
Daveenn : DISENT p55

N'eus ket a vistri eta ; ar re o deus karism, ar begoù bras hag ar re o deus deskadurezh n'int ket dreist ar re all.

2015
Daveenn : DISENT p89

Dreist pep takad gris ar stourm difeuls e vez kavet [e kaver] kudenn an distruj madoù.

2015
Daveenn : DISENT p65

Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.

2016
Daveenn : ILIAS P 9

A-benn neuze e oa aet an tren all dreistañ ha Kathrine a welas en tu all d'al linennoù magazennoù hag uzinoù divent, savadurioù divalav gwenn-azvelen pe louet, outo anvioù embregerezhioù morse gwelet ganti.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial