— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. » — « O ! eo. » — « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Bremaik e vo poent morailhañ an nor, ha distreiñ d'al laezioù, du-se, er penn pellañ eus al leandi meur.
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.
Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.
Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.
Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
duvell