Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a lakaer e-lec'h un anv-kadarn benel ha zo lodek en un enebadenn - etre meur a zen, meur a dra - a vez eztaolet pe get. Teir flac'h yaouank edont ; div anezho a gane hag eben a ouele. "Grit peoc'h" eme eben : ar plac'h all. Eben a respontas e ranke chom er gêr. [1867] Eo da, e feiz ! eme eben. [1925] Sell eus ["ouzh"] he mouchouer seiz ! eme eben. [1925] Ar bagoù all a oa aet, homañ da C’houliart, eben da Roc’h Ledan, darn d’an Arar Bihan, darn all d’an Arar Bras. [1949] Breudeur hoc'h eus en ho pro ? eme eben. [1949] Amen ! a respontas eben. & Eben all : an hini all. Eben all zo gwelloc'h paotrez. 2. Tr. rag. am. AN EIL (...) EBEN, UNAN (...) EBEN : troiennoù a dalvez da aroueziñ un darempred, diouzh an daou du, etre meur a zen, meur a dra. An eil arme a dostae ouzh eben. Mont a rae eus an eil foar d'eben. An eil goude eben. An eil war eben. Unan a gan, eben a leñv. [1877] Mont ha dont a rae eus an eil bandenn d’eben, e durban trikolor en-dro d’e groazlez [...]. [1949] Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad. [1954] D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : [...]. [2015] Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den. & Tr. rag. AN EIL (...) DRE EBEN : troienn a reer ganti evit ober anv eus ur jedadenn dre vras. War-dro teir gwech ar sizhun, an eil dre eben.

Skouerioù istorel : 
54
Kuzhat roll ar skouerioù

eben

1659
Daveenn : LDJM.1 pg eben

lakaat barikadoù gwin an eil war eben, en ur c'hraou, pe war ur c'hae

1732
Daveenn : GReg pg engerber (du vin)

an eil brienenn goude eben

1732
Daveenn : GReg pg brin (-à-brin)

a un eur d'eben

1732
Daveenn : GReg pg heure (D'heure en heure, d'heure à autre.)

ur gomz ne c'hortoz ket eben

1732
Daveenn : GReg pg affluence

A-vareadoù en ur feson, a-vareadoù en eben.

1732
Daveenn : GReg pg fois (Quelque fois bien, quelque fois mal.)

kontrol an eil d'eben

1732
Daveenn : GReg pg contradictoire

N'eo ket hounnezh am eus goulennet, eben eo.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Ar re-mañ a gemeras evit gwragez merc’hed Moabitezed, unan hanvet Orfa, hag eben Ruth.

1850
Daveenn : GON.II p.98 (ceux-ci prirent pour femmes des filles Moabites, une nommée Orpha, et l'autre Ruth).

an eil eben

1850
Daveenn : GON.II pg ébén (l'une l'autre).

an eil hag eben

1850
Daveenn : GON.II pg ébén (l'une et l'autre).

eben

1850
Daveenn : GON.II pg ébén (pronom indéterminé. L'autre -pour le féminin- ), égilé

Homañ a roan deoc'h, eben ervat a viran evidon.

1850
Daveenn : GON.II p.94 (Je vous donne celle-ci ; mais je garde l’autre pour moi).

Houmañ a roan deoc’h, hag eben a viran evidon.

1850
Daveenn : GON.II p.75

En em gasaad a reent an eil eben.

1850
Daveenn : GON.II p.75

An eil hag eben a zo dimezet.

1850
Daveenn : GON.II p.75, "L'une et l'autre sont mariées".

An eil hag eben eus ho merc'hed a zo yaouank-bras.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Ar giez a ya e-barzh, — gortoz a ra he zro ; / Laoskaat ra warni : eben neuze 'zistro.

1867
Daveenn : MGK p.107

— « Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. »

1867
Daveenn : MGK p126

Daou a gred e ve mat mont raktal dizamant / Da gavout an heizez ; eben chomo er gêr ; / Rak gant he zreid pounner e ve labour gortoz, / N'en em gavfe fenoz ; / An heizez a varvfe.

1867
Daveenn : MGK p47

Abalamour da se ne leverjont grik da zen : ne raent nemet goulenn an hent da vont eus ar bourk-mañ da ur bourk all, eus an eil kêr d’eben, ha traoù all diwar nij er c’hiz-se ne oant na du na gwenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Lakaat a rejont an daou c’hlazet war an douar, hag, unan anezho, gant ur forc’h, eben gant ur peul, ec’h en em lakejont d’en em gannañ a-vad a-enep ar soudarded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.293

Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.267

Mont ha dont a rae eus an eil bandenn d’eben, e durban trikolor en-dro d’e groazlez : kontañ komzoù flour ha lavaret gevier brav a rae gwellañ ma c’helle ; den ne rae van evit her c’hlevet, zoken tec’het a read dioutañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.263

Petra ho pije-c’hwi graet evit kas ha digas ar veleien eus an eil parrez d’eben, eus an eil ti d’egile, hep reiñ da anaout d’ar sitoianed ar pezh ho poa c’hoant da ober ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.88

Ar re-all a vez o klask miret ha derc’hel o buhez, hag an div-mañ a zo o klask mont d’ar marv an eil evit eben.

1878
Daveenn : EKG.II p.273-274

Er c’hiz-se, emezo, e vije aesoc’h o c’haout pa vije tud klañv da gofes, pe ur vadiziant da ober, rak an dud a ouie pell a yoa e vezent en tiez-se ; e-lec’h o chom ganeomp-ni, ne vije ket aes o c’haout pa vije ezhomm, rak eveldomp-ni, o divije ranket marteze redet eus an eil gwaremm en eben, eus an eil koad en egile, dioc’h ma vije kouezhet bec’h warnomp ; hag evel-se e vije diaes gouzout da belec’h mont d’o c’hlask.

1878
Daveenn : EKG.II p.12

Herve Soutre a yoa ivez ’ta komper din, ha bezañ komperi, an dra-se a laka atav ar c’halonoù d’en em dommañ an eil ouc’h eben.

1878
Daveenn : EKG.II p.36

Hogen, disheñvel eo houmañ diouzh eben, gant neuz ur verc’h a ouenn Vanos a roont dezhi : mentek, ruzjod, glaslagad, aourvlev.

1923
Daveenn : SKET p.100

Bez’ e teuas eus koadoù ar Sav-heol un eil bagad. Renet e oa gant Momoros, mab Neutto, douaren Kavaros (2), roue ar vro-Wenn, hag e oa ouzh hen ober seizh mil den eus an eil reizh hag eben, da lavarout eo tri mil pemp kant a baotred ha tri mil pemp kant a blac’hed yaouank.

1923
Daveenn : SKET p.118

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Ar bagoù all a oa aet, homañ da C’houliart, eben da Roc’h Ledan, darn d’an Arar Bihan, darn all d’an Arar Bras.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

— Sell eus ["ouzh"] he mouchouer seiz ! eme eben. E c’harlantezenn, ledan evel va dorn, a gouezh betek an douar… Ha war he fenn, sell, ur gornetenn droñset dantelezet, ar gaerañ am eus biskoazh gwelet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.157

eus an eil sklêrijenn d'eben

1931
Daveenn : VALL pg (de l')aurore (au crépuscule), (d'un) bout (à l'autre du jour)

eben

1931
Daveenn : VALL (l')autre

an eil eben

1931
Daveenn : VALL pg (l'une l')autre (avec verbe de réciprocité)

Ouzhpenn-se e kaver ez eo ervennet strad ar Mor Keltiat gant roufennoù skoaz-ouzh-skoaz an eil gant eben.

1943
Daveenn : TNKN p34

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

1944
Daveenn : ATST p.26

A-benn ar fin e oa disklêriet din ar wirionez : div bobl a veve en departamant « Côtes-du-Nord », unan er c'huzh-heol hag eben er sav-heol, ar re gentañ a oa Tregeriz ha Kerneviz, hag ar re all a oa Breizhiz « Gallo ».

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Unan a oa Greta, hag eben Olga.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Unan 17, eben 15 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Pa anavez ar familhoù an eil eben, emeur sur n’emeur ket touellet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.

1949
Daveenn : SIZH p.41-42

- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.

1949
Daveenn : SIZH p.37

- Breudeur hoc'h eus en ho pro ? eme eben. - C'hoarezed ; peder.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »

1954
Daveenn : VAZA p.120

Un deiz bennak, diouzh ar beure, e c'houlennas digant he merc'h : « Arsa, Soaz, peseurt trouz a glevan ? - Ataoe, ar c'hi, eme eben, ar c'hi o lonkañ un dakenn soubenn manet abaoe dec'h d'an noz. Aflik aflak, emezañ, aflik aflak, n'eo ket gwell [sic] druz, met mont a ra bepred d'an traoñ ! »

1954
Daveenn : VAZA p.13

Feiz, ’me eben, moarvat unan eus e gamaradezed eus Paris [sic, Pariz]. – Genou bras ! eme segredour an Ti-kêr o tremen dre eno, honnezh eo Pallas ! – Pailhaz ? eme ar gemenerez, ha peseurt pailhas ? – Ma ! eme plac’h hec’h amann, brasoc’h eo c’hoazh da c’henou eget n’am bije kredet : Pallas, gout’ ouzout awalc’h, eo an damez bikez ! »

1954
Daveenn : VAZA p.58

D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.

1954
Daveenn : VAZA p.103-104

Me vez ket ar pedennoù en div chapel d'an hevelep eur, hogen a-vec'h ma vez echu en unan, ma krog en eben.

1985
Daveenn : DGBD p173

Daoust penaos ez eo deuet Adrianí da ober mignoniezh a-daol-trumm gant Likomitrou pa n'o doa lavaret nemet un "demat" reut an eil d'eben abaoe kement a vloavezhioù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.

2015
Daveenn : DISENT p96

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial