Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar gorreennoù, an ec'honennoù) Perzh udb. zo ec'hon. Ur marzh eo ec'honder an tachennoù a veze gounezet ganto. N'eo ket kement ec'honder ar vro-mañ ha meur a vro all. [1955] [...] ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù [...]. 2. A-wechoù Egor.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

ec'honder

1850
Daveenn : GON.II pg éc'honder ou héc'honder (état de ce qui est ample, vaste, spacieux. étendue. largeur), pg héc'honder, pg frañkiz

ec'honder

1850
Daveenn : GON.II pg éc'honder ou héc'honder (état de ce qui est ample, vaste, spacieux. étendue. largeur), pg héc'honder.

"ec’honder" g.

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Étendue, espace".

Ur marzh ec’honder an dachennad gourizet ganto !

1923
Daveenn : SKET p.15

A-zirak an tornaodoù, war ur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.

1929
Daveenn : SVBV p5

ec'honder

1931
Daveenn : VALL pg ampleur

Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.

1955
Daveenn : VBRU p.20-21

Ar sonerezh, avat, be' c'hellit ober dioutañ kement ha ma plij deoc'h, ne leunio an ec'honder nemet amzer un eiladenn : kerkent ha graet ez eo steuziet.

1992
Daveenn : EAZB p. 109

Kerkent ha krouet ez a da netra, o lezel an ec'honder diac'hub evit ur pennad sonerezh all, ha nevez ivez, rak disheñvel e vo atav, zoken ma klask bezañ heñvel.

1992
Daveenn : EAZB p. 110

Ofis publik ar brezhoneg