ec'hon
Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù.
Ec’hon
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
ec'hon
A-walc'h ez eus anezho, marteze, evit kaout un anaoudegezh dre vras [dre-vras] eus an danvez a c'holo goueled ar mor, o vezañ ma 'z eo an danvez-se heñvel, sur a-walc'h, war dachennadoù ec'hon-meurbet.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
Gwelout a rae parkad ec'hon kleuzeureier ar gêr en noz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ec'hon