eeunet
N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.
Buan, Lukaz a eeunas e lunedoù war e fri, mes pa sellas evit an eil gwech, ne welas mui netra : ar pakad du a oa aet dreist ar skluz.
Dont a reer eta d'am c'haout evit ma vije barnet an afer ; hag ur seurt barnedigezh ne vez ket bepred aes da eeunañ, seul ziaesoc'h ma vez aet don ar gounnar er c'halonoù.
Adalek Sassandra ez eo izel an aod, hag an erv draezh a vez o tispartiañ eus ar mor ur rummad loc'hioù pe lennoù dour dous ; rak a-hed an aod-mañ ez eus ur froud nerzhus o kas war du ar Reter an diskargadur o tont eus ar stêrioù - Sassandra, Bandama, ha Komoe o vezañ an teir vrasañ anezho - ha berniet e vezont en ur eeunañ an aod, un tamm evel ma c'heller gwelout e Breizh war Arvor Vili ar vro vigoudenn pe etre an Oriant ha ledenez Kiberen, met amañ e c'heller heuliañ an erv war bevar-c'hant kilometr, pe dost.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eeunaskelleg