Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1943] Perzh ar pezh zo eeun. [1943] Bleniet omp bet gant an aested hag an eeunded. 2. Dre skeud. Lealded. 3. Perzh ar pezh ha n'eo ket diaes. HS. eeunder. 4. Perzh an hini zo didroidell. Komz gant eeunded. DHS. onestiz. HS. eeunder. 5. Perzh an hini na oar ket pegen kemplezh pe gwidreüs e c'hall bezañ ar bed hag an dud. Dont a rae d'he c'haout gant eeunded ur bugel. DHS. hegredoni, eeunder. HS. eeunegezh.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Daveenn : SKET p.38

Ar rouanez hag an henaourien, digammwidre o ene, a veze dalc’hmat leun a eeunded hag a furnez.

1923
Daveenn : SKET p.68

"Eeunded" gg.

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Justice, loyauté".

"eeunded" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Droiture, justice".

Kaer ez oant, ruspin ha her, enor hag eeunded o ene o skediñ en o daoulagad glas.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

Skrivañ a reomp Iwerzhon, Bro-C'hall, h.a., o vezañ ma 'z eo anavezet mat an anvioù-se gant an holl. En ur ger berr, ez eomp bet bleniet gant an aested hag an eeunded.

1943
Daveenn : TNKN p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial