Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) 1. Mont gant un hent, gant ul linenn n'eus rann gamm ebet ennañ, enni. Mont eeun da stekiñ ouzh ur voger. & Eeun-tenn, eeun-pik : eeun-kenañ. Mont eeun-tenn war-du ul lec'h bnk. & Eeun-hag-eeun : eeun. 2. Dre ast. Mont ouzh eeun d'ul lec'h bnk. : mont di war eeun, hep ober tro hent ebet. 3. Trl., dre ast. [2015] Skeiñ eeun gant ar pal : e dizhout dres. [2015] Emichañs hor bo skoet eeun a-benn ar fin. & Sellet eeun ouzh ub. : sellet a-benn outañ. [1850] Sellit eeun ha pizh ouzhin, ha gwelit ha c’hwez ar gevier a zo ganen ? & (db. ar bageerezh) Mont eeun d'an avel : mont a-benn d'an avel. II. Dre ast. 1. [2013] Dres. Azezañ a reas eeun a-dal d'ar roue. Degouezhout a rejont eeun d'an eur a oa bet lavaret dezho. Kaout eeun ar gont : dres an arc'hant zo ezhomm evit paeañ udb. [2013] Ouzhpenn m'en em lakae, dre se, Yann, diskennad da C'hralon, ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a-zindan dalc'h ar C'hallaoued. & Eeun-mat : dres-mat, end-eeun. Hiziv, eeun-mat, emañ ar Sul. 2. Krenn-ha-krak. Lavaret eeun ar wirionez d'ub. III. Dre skeud. (db. buhezouriezh an dud) 1. En un doare onest. Ren e vuhez eeun. & Trl. Mont eeun ganti : ober an traoù gant reizhded, gant onestiz. 2. (db. emzalc'h an dud) Kerzhet, bale eeun ; mont eeun (gant an hent) : sentiñ ouzh ub. hep ober ur van.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

eeun, rag-eeun, dirazañ

1732
Daveenn : GReg pg droit (devant lui)

eeun, rag-eeun, d'an nec'h

1732
Daveenn : GReg pg droit (en haut)

Raktal ma voe gwelet / O vont kuit, o tec'het, / Ar chaseer warnañ a viz eeun hag a denn ; / Hag ar c'honikl d'ar red, ha Sezar oc'h torgenn.

1867
Daveenn : MGK p113

Gant al logodenn eo deskiñ / Distreiñ d'hor bro, chom en hon ti / Da vevañ, 'vel o deus bevet / Hon tadoù-kozh zo er vered ; / Da gas d'o c'haout hor relegoù, / Hag hon ene eeun d'an Eñvoù.

1867
Daveenn : MGK p130

Hor gwaz, raktal m'er gwel, / E zivskouarn o sevel / Hag e c'hwad o virviñ, / A strink eeun d'an turier ur bir lemm d'e dreuziñ.

1867
Daveenn : MGK p97

— Bizomp mat, ha skoomp eeun ; diwallit da grenañ ; arabat eo e vankfe hini e zen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.197

N'eo ket iskis, evit gwir, en dije keuz da genvreudeur hag o doa bet kement a garantez outañ, hag o doa hen heñchet, eñ c’hoazh yaouank, ken eeun war hent ar Baradoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

E-kreiz an toull en doa plantet ur peul spern-du, lemmet mat e veg, evit toullgofañ ar vleizez ma vije kouezhet eeun warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151-152

— Sellit eeun ha pizh ouzhin, ha gwelit ha c’hwez ar gevier a zo ganen ?

1878
Daveenn : EKG.II p.150

Evelato e klaskas en em zerc’hel eeun ha sonn war e dreid, evel ur soudard kaloneg a ya da vervel hag en deus c’hoant da ober fae war ar marv, evel ma tere ouc’h [ouzh] ur gwir soudard.

1878
Daveenn : EKG.II p.94

Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizhas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zourioù en un naoziad, ha hi peurzieub a enezennoù, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.

1923
Daveenn : SKET p.135

Met n’eo ket se eo se : kaozeomp nebeut met kaozeomp mat ha sklaer eeun en e nord !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Abaoe an deiz-se, Bilzig a selaouas sioul hag aketus kentelioù an aotrou kure ; fraezh hag eeun e tiskas e gatekiz, ha penn-da-benn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Pa ne gerzhemp ket eeun, hep fiñval hor penn, ar c’habiten du Tilly a gastize ar strollad gant « un eurvezh eskrim ar vaionetez » hep paouez, gant ar sac’h karget war hon divskoaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Mont a ris eeun d’an « Hôtel de Bretagne ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.108

Mes daoust da se, e kerzhent eeun, hag e raent soudarded vat, rak ne oa ket da farsal gant ar reolennadur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Emichañs hor bo skoet eeun a-benn ar fin.

2015
Daveenn : EHPEA p387

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial