Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (en egor) Dres. An teñzor a gaver eeun-hag-eeun el lec'h m'en em droc'ho an div linenn. Eeun-hag-eeun e-kreiz ar sal edo an daol. II. (en amzer) 1. Dres. Marvet eo eeun-hag-eeun p'en doa touet bevañ ur vuhez reizh. Al lezenn a zifenne labourat d'ar Sadorn ; eeun-hag-eeun edo ar Sadorn. 2. Rik. Warc'hoazh vintin e vo eizh devezh eeun-hag-eeun. III. Dre skeud. 1. Rik. Lavaret ar wirionez eeun-hag-eeun ha penn-da-benn. 2. Dres. Ar bleiz, eeun-hag-eeun, zo kenderv-kompez d'an arzh. 3. Tre-ha-tre. Setu eeun-hag-eeun penaos emañ an traoù. HS. end-eeun.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

eeun hag eeun

1850
Daveenn : GON.II.HV pg eeun, eun

— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? » « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »

1944
Daveenn : ATST p.18

Ur vaouez zoken he doa klevet da hanternoz, eeun-hag-eeun, ur vouezh o hopal : — « Me eo Satanaz ! Satanaz an diaoul mut ! »

1944
Daveenn : ATST p.80

- Se eo n'out ket bet gouest da anzav er « Capitulo de Culpa ? » - Eeun-hag-eeun.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Abaoe m'en doa kuitaet an ti e Soho, da veure ar muntr, e oa diverket diouzh ar bed, eeun-hag-eeun.

2012
Daveenn : DJHMH p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial