lec'h a ehan
hep ehan
ehan
greomp un ehan
ehan
ehan
An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en da [sic, "en do"] skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »
Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.
Lakaat a reas un ehan, e-keit ha ma 'z ae ar breur yaouank d'e blas.
Ober a reas un ehan. Ar breur Arturo a stouas e sell daveti.
Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
E kêr Minsk, m’emaomp a [sic, o] paouez ober ur pennad ehan enni, en deus marteze torret d’e naon-bleiz gant un drailhenn gig hanter vrein ha kriz, diframmet diouzh kagn ul loen-kezeg ma verve dija enni ar c’hontron.
Eno ’vat e rankis dispign un tamm brav ouzhpenn evit mont pelloc’h gant un tren herr-tre [sic, herrek-tre] na rae ehan nemet er c’hêrioù brasañ.
Stankoc'h e vo hon ehanoù hiviziken.
N'on ket evit chom da azezañ ha dav eo din ober tro al lestr hep ehan ; hemañ a vrall hag a vrañskell, petra bennak ma n'eus ket a wall avel.
Ober a ra un tamm ehan kent kendelc'her.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ehanañ