Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Na gendelc'her. Ehanet eo ar glav, an arnev. Ne ehan ket an avel. Ar gouel a ehanas e-kreiz an hu. DHS. tevel. 2. Chom a-sav en ul lec'h evit ur prantad hir pe hiroc'h. Al lestr a ehanas er porzh-mor. 3. Tr. adv. Hep ehanañ : hep paouez tamm. Ar vugale a huche hep ehanañ. Mont ha dont a rae dre an ti hep ehanañ. B. 1. (db. an dud) Diskuizhañ. Skuizh eo, ezhomm da ehanañ a zle kaout. Ma lezit un nebeudig da ehanañ. E zivesker a c'houlenne ehanañ. 2. (db. an douar) Chom hep bezañ gounezet. Lezel an douar da ehanañ. HS. kozhañ , yenañ. II. A. V.k.d. 1. EHANAÑ GANT UDB. : paouez a ober an dra-se. Ehanañ gant an emgannoù. 2. EHANAÑ OUZH UB. : paouez a atahinañ an den-se, e lezel e peoc'h. Ar paourkaezh den a oa hanter varv pa voe ehanet outañ. B. (dirak an ar. a pe da heuliet gant un av.) Lakaat harz d'un obererezh. Kerkent ez ehanas da vale. ehanañ a rejont da reiñ louzeier dezhañ. Ehanañ d'ober trouz. N'int ket ehanet da c'hoari. & Dre verr. Poent ehanañ. III. A. V.k.e. 1. Dilezel, paouez a ober gant udb. Lakaat a reas ar mezeg ehanañ al louzoù-se. 2. Lakaat darn eus e gorf da ziskuizhañ. Ehanit hoc'h izili. B. Trl. BEZAÑ OC'H EHANAÑ OBER UDB. : bezañ o paouez ober an dra-se. Bez' e oa oc'h ehanañ mont alese. HS. echuiñ, paouez.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

ehanañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s') arrester, cesser, (se) delasser, reposer

hep ehanañ

1732
Daveenn : GReg pg cesse (Sans cesse), haleine (Tout d'une haleine.)

ar paotr-se na ehan tamm

1732
Daveenn : GReg pg cesse (ce garçon ne cesse point, il ne fait que faire du mal)

ehanomp un nebeud

1732
Daveenn : GReg pg delassons (-nous un peu)

ehanet

1732
Daveenn : GReg pg (s')arrêter (prendre haleine), cesser (discontinuer, arrêter le cours de quelque chose), haleine (Prendre haleine, pp.)

ehanañ

1732
Daveenn : GReg pg (s')arrêter (prendre haleine), cesser (discontinuer, arrêter le cours de quelque chose), (se) delasser, haleine (Prendre haleine.)

Ehanit aze.

1732
Daveenn : GReg pg halte (Halte-là.)

ehaniñ

1732
Daveenn : GReg pg (s')arrêter (prendre haleine)

ret eo deoc'h ehanañ un nebeud

1850
Daveenn : GON.II pg éhana, éana

ehanañ

1850
Daveenn : GON.II pg éana, éhana

ehanañ

1850
Daveenn : GON.II pg éana, éhana, paouéza, spanaat

ehanet

1850
Daveenn : GON.II pg éhana, éana

Tri dervezh bennak goude-se, Erwan ar Menn, eus ar Restigoù, a yeas da Goad Lioù da welet un "toull-bleiz", un toull-trap, en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez ne ehane da gas ganti bemdez unan bennak eus e loened : dañvad, leue pe ounner.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151

Chom a rae pennadoù, evel da ehanañ, dirak ar Porzh-Gwenn, e parrez Perwenan, dirak an Trevoù, Trelêvern ha dirak al Lenn, e parrez Louaneg.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

— A ! n’eus liñser ebet en hor gwele ! Ar re-mañ a zo gweleoù e giz Treger neuze ’ta, Yann ? — Ehan da farsal, Per, ha kaozeomp da vat. Petra 'soñjez eus a Jañ-Mari, an ozhac’h, hag eus e vugale ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

An archerien ne ehanent da furchañ an tiez e kêr ha da heskinañ an dud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.16-17

E-pad m’oa lod oc’h esa goapaat Janed ar Go, lod all ne ehanent da duriañ kement kogn a yoa en ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.71

Ar re all a c’hell mont en tiez da zibriñ ha da ehanañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.4

— An evned a davas en uhelañ barroù, ar c’hazh-karvetaer a ehanas da skrimpañ gant ar c’helf hag a zamzerras e zaoulagad [...].

1923
Daveenn : SKET p.35

Er gompezenn-se, dic’hounid d’ar mare ha hirc’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar-wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gant o c’hirri hag e tiyevjont o ejened.

1923
Daveenn : SKET p.119

Ha bec’h war Bilzig… Ar vugale, hep ehaniñ a grie : — Bilzig ! Silzig !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

Ar strolladoù listri o tont eus Galia pe Iberia a ehane ouzh an enezennoù-se ha di eo e tigased dezho ar staen.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

ehanañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXII, (s')arrêter, bivouaquer

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

1944
Daveenn : ATST p.88

Er renk kentañ, war ur gador, e welen un aotrou e zremm lintrus ha razet, na ehane ket da strakal e zaouarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Hemañ, ar c'hreizdeiziad-mañ, na ehane da gaketal, ma ne dalveze ket din soñjal toullañ ma c'haoz.

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Gwenn-kann e vlev hag e varv, yaouank neoazh a-ziavaez, mentet bihan, e dog ribod en e zorn, ne ehane da stardañ dornioù ha da ober grasoù mat, en ur vousc’hoarzhin.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Dilezel a rajen an abostolerezh evit embregañ war ar paper-timbr ; ehanañ a rajen da redek bro, evit redek ar ch’anton hepken, da ober gwerzhidigezhioù, ivantorioù, prizadegoù chatal hag annez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Goude un eur hanter reuz ha tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullañ chupenn Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa kollet.

1944
Daveenn : ATST p.66

N'ouzon ket petra a soñje ma daou gevareg, mes evidon ne ehanen da souezhiñ dirak an arvestoù a welen.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Ehanit d'ober goap ha fent.

1960
Daveenn : PETO p68

Didrouz da ganañ kantikoù, / Hag ehan gant da rantikoù !

1960
Daveenn : PETO p46

En an' an Tri Ferson, / Ehanit, o person, / Da zivizout ken hakr / Diwar-benn hon traoù sakr.

1960
Daveenn : PETO p17

Tra m'edon azezet gant va fred e teuas ur valafennig da droiellat en-dro din, hag e chomas zoken da ehanañ ur pennadig war va fourchetez keit ha m'edon ouzh he c'has d'am genoù.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial