Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

AN EIL (...) EGILE, AN EIL (...) EBEN : troiennoù a dalvez da aroueziñ un darempred, diouzh an daou du, etre meur a zen, meur a dra. En em skoazellañ a reont an eil egile. Mousc'hoarzhin a raent an eil ouzh eben. Tremen a raent kalz a amzer an eil gant egile. Atav o deus disfiz an eil ouzh eben. Mont a ra eus an eil d'egile. An eil hag egile, an eil pe eben, nag an eil nag egile. An eil goude egile, an eil war-lerc'h eben. Eus an eil tu d'egile. & An eil dre egile, an eil da gas d'egile : troienn a dalvez da c'heriañ ur c'heitad a denn da veur a niver, da veur a gementad. Pegement a zegas an eost an eil dre egile ?

Skouerioù istorel : 
109
Kuzhat roll ar skouerioù

na'n eil na'n egile

1499
Daveenn : LVBCA p20, 67, 68, 149 (ne l-ung ne l-aultre)

an eil tu egile

1499
Daveenn : LVBCA p20, 67, 68, 199 (de l-une part et de l-aultre)

an eil egile

1499
Daveenn : LVBCA p20, 67, 68 (l-ung et l-aultre)

nag an eil nag egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg neutre

an eil e-lec'h egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (l') vn (au lieu de l'autre)

an eil pe egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (l')vn (ou l'autre)

nag an eil nag egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ny l')vn (ni l'autre)

adal an eil penn betek egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bout

an eil tu hag egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deça & dela

aneil tu hag egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (de) costé (& d'autre)

an eil hag egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg l'(vn & l'autre), (l') vn (& l'autre)

an eil goude egile

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (par) tour (tour a tour)

eil

1732
Daveenn : GReg pg aide, auxiliaire

em sikour an eil egile

1732
Daveenn : GReg pg aider

en em strikañ an eil da c'houzoug egile

1732
Daveenn : GReg pg (s')accoler

lakaat an eil gant egile

1732
Daveenn : GReg pg ajouter

lakaat an eil ouzh penn egile

1732
Daveenn : GReg pg ajouter

Priekoc'h eo an eil douar evit egile.

1732
Daveenn : GReg pg argileux

an eil goude egile

1732
Daveenn : GReg pg après

ar garantez a zougan eil da egile anezho

1732
Daveenn : GReg pg affection

karantez an eil evit egile

1732
Daveenn : GReg pg affection

an eil goude egile

1732
Daveenn : GReg pg alternativement

an eil

1732
Daveenn : GReg pg (l') autre

an eil hag egile

1732
Daveenn : GReg pg (l'un et l') autre

an eil hag an arall

1732
Daveenn : GReg pg (l'un et l') autre

pep eil penn

1732
Daveenn : GReg pg bout (pour bout)

en eil tu, hag en egile

1732
Daveenn : GReg pg cà (& là, de ce côté-là, & de cet autre), deça (& delà)

skournijal en eil tu, hag en egile

1732
Daveenn : GReg pg (voltiger) çà (& là)

Ar brezel a zo ur skiant evit en em lazhañ hag en em zistrujañ an eil stad egile.

1732
Daveenn : GReg pg guerre (La guerre est un art de s'égorger & de se détruire réciproquement.)

skournijet en eil tu, hag en egile

1732
Daveenn : GReg pg (voltiger) çà (& là)

lakaat an eil dre egile

1732
Daveenn : GReg pg compenser (une chose par une autre)

Fin omp holl, mes finoc'h eo an eil evit egile.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Nous sommes tous fins, mais les uns plus, les autres moins.)

adalek an eil penn eus ar bed betek egile

1732
Daveenn : GReg pg (du levant jusqu'au) couchant

aet an eil war-lerc'h egile

1732
Daveenn : GReg pg file (Aller à la file, pp.)

mont an eil goude egile

1732
Daveenn : GReg pg défiler (aller à la file, l'un après l'autre), file (Aller à la file)

monet an eil war-lerc'h egile

1732
Daveenn : GReg pg file (Aller à la file)

an eil pe egile

1732
Daveenn : GReg pg (l'un des) deux

aet an eil goude egile

1732
Daveenn : GReg pg file (Aller à la file, pp.)

stourmañ an eil oc'h egile

1732
Daveenn : GReg pg (se) chamailler

ken an eil, ken egile

1732
Daveenn : GReg pg autre (les uns et les autres)

un eil

1732
Daveenn : GReg pg autre (second)

An eil hag eben a zo dimezet.

1850
Daveenn : GON.II p.75, "L'une et l'autre sont mariées".

En em c'hourdrouz a reont an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.75

En em gasaad a reent an eil eben.

1850
Daveenn : GON.II p.75

an eil hag egile

1850
Daveenn : GON.II p.75, "L'un et l'autre" (pour le masculin).

an eil hag eben

1850
Daveenn : GON.II p.75, "L'une et l'autre" (pour le féminin).

an eil re hag ar re all

1850
Daveenn : GON.II p.75, "Les uns et les autres", "Les unes et les autres" (pour les deux genres).

an eil eben

1850
Daveenn : GON.II pg ében

n'int ket disheñvel an eil diouzh egile

1850
Daveenn : GON.II pg dishével, disheñvel

an eil hag eben

1850
Daveenn : GON.II pg ében

an eil egile

1850
Daveenn : GON.II pg égilé

an eil hag egile

1850
Daveenn : GON.II pg égilé

an eil pe egile

1850
Daveenn : GON.II pg eil

Sevel a reas a-barzh ma helle an dud en em anaout an eil egile ; ha Booz a lavaras dezhi : Diwall na oufe den e ve deuet amañ.

1850
Daveenn : GON.II p.104-105, Buez Ruth.

Kouezhañ a rejont an eil war egile.

1850
Daveenn : GON.II p.79

En em c'hlazañ a reot an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.77

En em ziwall hon eus graet an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.77

An eil hag egile a zo marv.

1850
Daveenn : GON.II p.77

An eil hag eben eus ho merc'hed a zo yaouank-bras.

1850
Daveenn : GON.II p.77

An eil re hag a re all a zo drouk.

1850
Daveenn : GON.II p.77

An eil hag egile a lavar kement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.75, (L'un et l'autre le disent).

An eil re hag ar re all a ro mat

1850
Daveenn : GON.II p.75, "Les uns et les autres sont bons".

Roit din an eil pe egile.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Donnez-moi l’un ou l’autre ».

Ne garan nag an eil nag egile.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Je n'aime ni l'un ni l'autre ».

Hag ar re vihan d'heul o mamm / An eil war egile a lamm.

1867
Daveenn : MGK p54

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Ar goaz hag ar vaouez / Zo ann eil egile deut diwar enebiez) / A enebo bete mervel / Ha goude mervel c'hoaz, mar gell.

1867
Daveenn : MGK p143

Evel ne wele nemet levrioù, bern-war-vern, renket an eil e-kichen egile, e lavaras d’an Aotrou’n eskob e chomje d’her gedal.

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Ha n'eo ket marzh kement-se, rak daou zen dall, pa rankont en em heñchañ an eil egile, ne zaleont ket da gouezhañ o-daou war o fenn e foz an hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1-2

Ar soudarded a gleven o vont d’ar red dre an hent bras war-zu Gwitevede, en ur grial, oc’h en em c’hervel an eil egile hag en ur leusker tennoù fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.136

— Graet e oan evit gwelet tanoù-gwall en nozvezh-se , hemañ eo an eil din.

1878
Daveenn : EKG.II p.56

Chetu aze, Job, ma folitik ; na'm eus, ha na'm bo nemeti [sic]... Mes selaou, Job, ma mignon a bell zo, rak savet omp a-damdost an eil d'egile.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Seizh tour savet an eil war egile a weler eno, hag ar seizhvet, an uhelañ-holl, a zo anezhañ ur santual da vab skedus an Neñv.

1923
Daveenn : SKET p.16

Evit an douar, gwenn-kann da gentañ evel ur pezh-houarn war deuziñ, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da louet, betek koll pep luc’h ha pep tommder.

1923
Daveenn : SKET p.28

He divoc’h a zeue ruz evel bleuñv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hañv, skedet-diskedet a beb eil gant nerzh ar prederennoù ha niver an eñvorennoù, a bare war ar gwaz o tenesaat.

1923
Daveenn : SKET p.74

Enaouiñ tan dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Produire du feu par le frottement de deux morceaux de bois".

Ha c’hwi a oar : al Leonard paotr rok ma'z eo, gwall goaper eo an Tregeriad, hag an eil atav en disfiz eus egile.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ar gwellañ mignoned, o fenn trelatet, o daoulagad lizennet gant derzhienn ar vezventi, en em save an eil enep egile, skrignet gante o dent.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Daveenn : SVBV p.15

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

lakaet pep eil penn

1931
Daveenn : VALL pg (être) bouleversé

an eil eben

1931
Daveenn : VALL autre

an eil egile

1931
Daveenn : VALL autre

erezus an eil ouzh egile

1931
Daveenn : VALL pg antipathique(s l'un à l'autre)

a jaoj an eil diouzh egile

1931
Daveenn : VALL pg assortis

pep eil penn

1931
Daveenn : VALL pg bout (pour bout)

eus an eil penn d'egile

1931
Daveenn : VALL pg (d'un) bout (à l'autre)

'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo anvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant.

1935
Daveenn : BREI niv. 416/3a

E lec'hioù a zo n'eus ket ouzhpenn hanter-kant metr eus an eil ribl d'egile. E-tal Ploveilh, uheloc'h eget al lodenn skeudennet amañ.

1943
Daveenn : TNKN p15

Ouzhpenn-se e kaver ez eo ervennet strad ar Mor Keltiat gant roufennoù skoaz-ouzh-skoaz an eil gant eben.

1943
Daveenn : TNKN p34

Hag al lizheroù da vont ha da zont eus an eil tu d'egile d'ar mor...

1944
Daveenn : EURW.1 p61

« Selaouit hag e klevot gwell a se, nemet ha tud bouzar e ve, an eil a lavaro d'egile ».

1944
Daveenn : EURW.1 p26

Bep a damm leve o devoa, rak a-viskoazh o zud kozh, eus an eil tu hag egile, a oa bet perc'henned, da lavarout eo ne oant ket merourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Pa anavez ar familhoù an eil eben, emeur sur n’emeur ket touellet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

1944
Daveenn : ATST p.26

Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloavezhioù a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Damverzout a ra bremañ ar c’housker furmoù all, maouezed peuzziwiskoc’h an eil re eget ar re all.

1949
Daveenn : SIZH p.38

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Daveenn : SIZH p.53

En tu-hont d'ar gwenodennoù ordinal e kaver c'hoazh ar re a c'heller ober anezho an "hentoù bras" hag a vez distrouezhet gwelloc'h war urzh ar Gouarnamant evit ma c'hellje ar c'h"komandant" ober drezo e dro war dipoy eus an eil ke[ê]riadenn d'eben.

1985
Daveenn : DGBD p40

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Daoust penaos ez eo deuet Adrianí da ober mignoniezh a-daol-trumm gant Likomitrou pa n'o doa lavaret nemet un "demat" reut an eil d'eben abaoe kement a vloavezhioù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Daveenn : DISENT p64

An eil re [skeudennoù] war-lerc'h ar re all a vo evel rannoù un teulfilm skrivet ha savet war-eeun ganeoc'h...

2015
Daveenn : DISENT p79

Dont a reas e ezvezañsoù hir-eston da vezañ anavezet gant an holl ha pa zeue en-dro e-touez an dud e kroge ar wazed da guzulikat an eil ouzh skouarn egile, da dremen hebiou dezhañ en ur skrignal pe da sellout outañ gant daoulagad yen hag eferus, evel ma vijent mennet da gavout e sekred.

2015
Daveenn : POLDG p. 224

Goude-se e klasker bezañ azezet an tostañ posupl an eil ouzh egile : divgroazell ouzh divgroazell, an divhar o stardañ an den a zo dirazoc'h hag o klask lakaat anezhe da dremen dre zindan e zivhar dezhañ.

2015
Daveenn : DISENT p96

Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.

2015
Daveenn : DISENT p96

Etimologiezh

Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "all" kenster gantañ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial