Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Skoazellañ ub. Ezhomm am bo eus ur vatezh vat en ti da eilañ ma gwreg. 2. Sonerezh [1931] Seniñ al lodenn eus ur pezh sonerezh, kanerezh a ya da heul ar roll pennañ. Yannig ar Chapel gant e vinioù, a veze oc'h eilañ Matilin an Dall, ar bombarder laouen. II. V.rag. A. V.em. SONEREZH En em eilañ : seniñ e-ser kanañ. Kanañ e kembraeg ouzh en em eilañ war ar piano. B. V. kenem. (en amzer) EN EM EILAÑ. 1. (db. an darvoudoù) C'hoarvezout an eil war-lerc'h egile. An dañs, ar c'han, ar baleadennoù en em eilas e-kreiz ar brasañ plijadur. 2. (db. an dud) Ober udb. a bep eil, tro-ha-tro. An daou diegezh en em eil evit an eost. Memes tra, mar karjent bezañ en em eilet, da zont daou da greisteiz ha daou da noz.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Oc’h en em eilañ dre ugentadoù lerc’h-war-lerc’h a-hed an hent, e rae ar baotred hag ar merc’hed-se blev-flamm, dirak ar c’hezeg gwenn, korolladeg da genambroug kerzhadenn an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.63

eilañ

1924
Daveenn : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Accompagner (musique, chant, cris)".

Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

eilañ

1931
Daveenn : VALL pg accompagner (musique)

ton eilañ

1931
Daveenn : VALL pg accompagnement (en musique)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial