V.k.e.
I.
A.
1. Reiñ (udb.) da glevet.
Mont a raent a gêriadenn da gêriadenn evit embann ar c'heloù mat.
&
Trl.
Embann udb. war ar groaz : reiñ da glevet, da c'houzout d'an holl.
N'a ket da embann se war ar groaz.
HS. kemenn.
2. (er gwerzhadegoù)
Reiñ petra eo ar prizioù da glevet.
Hennezh a embannas ar prizioù.
3. (db. al lezennoù)
Reiñ da c'houzout (udb.) dre ur skrid kefridiel.
Antronoz ez embannas ar Republik.
4. Dre ast.
Lavaret (udb.).
Embann a rae gant dismegañs : paourkaezh tud !
B. Dre ast.
Lakaat ur skrid, skridoù da zont er-maez e stumm ul levr, ur gazetenn, ur rollenn, h.a.
Embann ul levr.
II. Impl. da ak.
An embann : stroll an obererezhioù a bled gant micher al levrioù.
Daveenn :
GReg
pg criée (publication en justice des choses à mettre à l'enchere, ou au rabais)
embannañ
embanna
1732
Daveenn :
GReg
pg banir (publier)
embanniñ
embanni
1732
Daveenn :
GReg
pg banir (publier)
embannet
1732
Daveenn :
GReg
pg banir (publier)
oc'h embann
oc'h embañ
1732
Daveenn :
GReg
pg banir (publier)
Pêr ha Mari a zo bet embannet er pron evit ar wech kentañ
Pezrès ha Mary a so bet embannet er pron evit ar veach qenta
1732
Daveenn :
GReg
pg banir (Pierre et Marie ont été bani à la grand' Messe pour la première fois)
embann un dra dre gêr
embann un dra dre guer
1732
Daveenn :
GReg
pg crier (quelque chose par les ruës pour vendre)
Klevet hoc'h eus-hu petra a zo bet embannet ?
Klévet koc'h [sic "hoc'h"] eûs-hu pétrâ a zô béd embannet ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg embanna (Avez-vous entendu ce qui a été publié, proclamé ?)
embannet
1850
Daveenn :
GON.II
pg embanna
Embannet e vezint warc'hoazh.
Embannet é véziñt warc'hoaz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg embanna (On va publier lerus bans demain).
Embannet eo bet an anaoue.
Embanned eo béd ann anaoué.
1850
Daveenn :
GON.II
pg anaoué (On a publié le monitoire.)
embannañ
embanna
1850
Daveenn :
GON.II
pg embanna et embann (publier à haute voix. proclamer. promulguer. publier les bans).
embann
1850
Daveenn :
GON.II
pg embanna et embann (publier à haute voix. proclamer. promulguer. publier les bans).
Embann a ra, dre 'r vro, d'ar re oa diatant / E vije graet lizher anezhi [ar goumanant] 'n deiz-mañ-deiz.
Embann a ra, dre 'r vro, d'ar re voa diatant / E vije great lizer anezhi [ar goumanant] 'nn deiz-man-deiz.
1867
Daveenn :
MGK
p86-87
An holl levrioù aotreet gant ar Gorsedd a vezo embannet en hevelep ment.
An holl levriou aotreet gant ar Gorsedd a vezo embannet en hevelep ment.
1909
Daveenn :
REZI
p.20
Ar Sul war-lerc’h, an aotrou person en deus embannet an daou [z]en yaouank, ha, goude ar gousperoù, eo bet graet en Kervarker fest ar c’houlennadeg.
Ar zul war-lerc’h, an ôtrou person an neus embannet an daou den yaouank, ha, goude ar gousperou, eo bet grêt en Kervarker fest ar c’houlennadeg.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.154
embannañ
embanna
1931
Daveenn :
VALL
pg annoncer (proclamer), bannir
embann
1931
Daveenn :
VALL
pg annoncer (proclamer)
Setu ar pezh a c'heller respont ivez da bPerpillou hag a lavar, goude bezañ sellet ouzh ar gartenn embannet gant Le Danois "ez eo diaes soñjal ez eo foz Kapbreton estreget ur frailhenn nevez".
1943
Daveenn :
TNKN
p65
An aotrou Louis Tiercelin, a oa rener ar gelc'hkelaouenn [sic, gelc'hgelaouenn] 'l'Hermine' e Roazhon, a ginnigas din dor digor en e gevrenn hag enni e voe embannet, ha me c'hoazh war ar bankoù skol, un dibab eus ar gwerzioù brezhonek a saven.
An Aotrou Louis Tiercelin, a oa rener ar gelc'hkelaouenn [sic] 'l'Hermine' e Roazon, a ginnigas d'in dor digor en e gevrenn, hag enni e voe embannet, ha me c'hoaz war ar bankou skol, eun dibab eus ar gwerziou brezonek a saven.
1944
Daveenn :
EURW.1
p64
Goude o marv hepken e vijent embannet [o memorioù].
Goude o maro hepken e vijent embannet [o memoriou].
1944
Daveenn :
EURW.1
p5
Ar Vretoned klouar a zo pell zo prest da ober un interamant kentañ klas gant ar brezhoneg, a vefe mat dezho ober ur sellig ouzh ar bern levrioù a vez embannet hiriv e brezhoneg.
Ar Vretoned klouar a zo pell 'zo prest da ober eun interamant kenta klas gant ar brezoneg, a vefe mat d'ezo ober eur sellig ouz ar bern levriou a vez embannet hirio e brezoneg.
1944
Daveenn :
VKST
niv. 6-7, p. 183
Meur a wech e kasis pennadoù bihan e kembraeg dezhi a-zivout skol vrezhonek Sant-Charlez, gant poltrejoù, hag a veze embannet, ar pezh a lakae ennon e-leizh a fouge.
Meur a wech e kasis pennadou bihan e kembraeg d'ezi a zivout skol vrezonek Sant Charlez, gant poltrejou, hag a veze embannet, ar pez a lakae ennoun e-leiz a fouge.
1944
Daveenn :
EURW.1
p61
- ...Ma vimp barrek da brezeg he lezenn pa vo ac'hanomp beleien ha menec'h. Kaerat kefridi embann ar garantez d'ho nesañ !...
1949
Daveenn :
SIZH
p.50
Ho pezit truez, ma Doue, /ouzh ar paourkaezh Loeiz, hor roue, / Eñ priñs hael ar banniel gwenn-sin, / Da vezañ kredet reiñ e sin / Da embann seurt reizhadur fall, / Labour diaoulek dioded dall.
Ho pezit truez, ma Doue, / Ouz ar paour-kêz Loeiz, hor roue, / Heñ priñs hael ar banniel gwenn-sin, / Da veza kredet rei e sin / Da embann seurt reizadur fall, / Labour diaoulek dioded dall.
1960
Daveenn :
PETO
p16-17
Setu ma ne gavis evit merenn netra da zebriñ nemet bananez kriz, ur pred treut mar deus unan, daoust d'ar pezh a c'hell ar varc'hadourien frouezh embann evit gwerzhañ o marc'hadourezh.
1985
Daveenn :
DGBD
p68
Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.
1985
Daveenn :
DGBD
p6
Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.
2015
Daveenn :
DISENT
p91
Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".
2015
Daveenn :
DISENT
p66
Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...
2015
Daveenn :
DISENT
p57
Rak piv an diaoul a c'hallfe lâret e stur e dammig buhez tre-ha-tre gant ar mennozhioù a c'hall bezañ embannet gantañ?
2015
Daveenn :
DISENT
p45
Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.
2015
Daveenn :
EHPEA
p58
A-hed an hent da vont d'ar gêr en em zebran evit gouzout ha dav eo din embann ar c'heloù mat da Adrianí pe, da nebeutañ, ez eus diougan keloù mat.
2015
Daveenn :
EHPEA
p25
Notennoù studi
embannaff, stumm roet gt FLMN 281 evit C n'eo ket bet adkavet gt Gw. Ar Menn. Notenn gantañ e-unan e LVBCA p69.