Ya, m’am bije bet skiant da gregiñ da skrivañ pezhioù brezhonek adalek ar bloavezh 1905, gant ma vijent bet moulet holl pe embannet, ret e vefe kaout ur pikol levraoueg da glenkañ va oberennoù.
Pa loc’has hor skouadrenn eus Toulon, bez’ oa ganimp un aluzener, met ul lajadig kent teurel eor e Dakar, setu ma voe degemeret e Paris [sic, Pariz] gant an div gambr, hag embannet a-dizh urbi et orbi al lezenn a reas kement a drouz, Disrann an Iliz hag ar Stad, en doare ma rankas hor beleg sachañ gantañ e skasoù.
E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
embannidigezh