Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A-benn ur pennadig amzer. Amañ e vint emberr. Emberr hor bo kalz a draoù d'ober. & Ken emberr : ken bremaik. [1944] « [...] bremaik, e teuimp en-dro, en kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. » « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! » DHS. bremaik, bremañ-souden, dabord, tuchant(ik). HS. dizale, dambrest, prestik. 2. (en amzer da zont) Goude merenn, en abardaez-mañ a-raok an noz. Dont a reot du-mañ emberr ? & Tr. adv. Emberr d'abardaez : en abardaez-mañ a-raok an noz. 3. (en amzer da zont) Goude koan, en noz-mañ a-raok mare ar c'housked. Mont a rin da gousket abred emberr. & Tr. adv. Emberr da noz : e deroù an noz.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

kenavezo e-berr

1699
Daveenn : Har. pg emberr, kenavezo (jusques à tantost)

E-verr pa vezo tremenet an dommder, ha deuet ar gouyender.

1732
Daveenn : GReg pg fraicheur (Tantôt à la fraîcheur.)

E-verr pa vezo tremenet an dommder, ha deuet ar freskadurezh.

1732
Daveenn : GReg pg fraicheur (Tantôt à la fraîcheur.)

e-berr e teuio

1850
Daveenn : GON.II pg é-berr, é-verr, éberr (Il viendra tantôt).

e-verr

1850
Daveenn : GON.II pg é-verr, é (berr), pg é-berr, é-verr, éberr (Tantôt. Bientôt. Dans peu de temps).

en-berr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg é-berr, é-verr, éberr (Tantôt. Bientôt. Dans peu de temps) - On dit aussi "enn berr" HV.

e-berr

1850
Daveenn : GON.II pg é-berr, é-verr, éberr (Tantôt. Bientôt. Dans peu de temps).

e-berr

1850
Daveenn : GON.II pg é-berr, é-verr, éberr (Tantôt. Bientôt. Dans peu de temps).

« Pladad drein, mat ! 'me 'r pesketaer, / Peskig, va mignonig, c'hwi hag ho prezeger / A yelo er billig, kaer ho peus lavaret, / E-verr da noz e vioc'h fritet. »

1867
Daveenn : MGK p41

Ho kouiziegezh amañ, / Hep ober fae ebet, ne dalv nemeur a dra / Da herzel oc'h [ouzh] an naon. Va labour[,] me raio ; / Gwelet e vo emberr. » — Hag an tieg ac'hano / Da glask labour dioc'htu.

1867
Daveenn : MGK p81

Gouzout a rit hon Aotrou’n eskop ne c’hell ket mont kuit e-unan eus ar Gernevez : ne c’hell kennebeut fiziout e kement hini a zo, hag em eus soñjet ennoc’h, va mab, evit mont e-berr da vaner ar Gernevez da gerc’hat an Aotrou de la Marche ha d’her c’has betek ar vag, pe da vervel en hent, m’ar bez ret, evit hen difenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

Marteze, e-lec’h mont d’ar prizon da lojañ e-verr, e kouskimp fenoz en ur gwele pluñv, e maner Sant-Yann-Kerdaniel ; me ne garan ouelañ nemet pa vez ret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79

Kenavezo e-berr, va mab.

1877
Daveenn : EKG.I. p.23

— D’am zro, Aotrou person Gall ! A-barzh ma vezo noz e-berr, me 'gred ho pezo paeet din-me ho tle. En dro-mañ e vezo din-me da brezeg !...

1878
Daveenn : EKG.II p.149

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

deuit emberr da c'hoursez

1909
Daveenn : BROU p. 245

emberr

1909
Daveenn : BROU p. 231 (ce soir)

Gourc’hemennet eo din gant va zad ma’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezhi e-pad an noz.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

emberr

1927
Daveenn : Geri.Ern pg berr

emberr

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Klevout a rejont an daou sistrer o komz evel-hen : Job : — « Emberr, me a yelo en ti. » Lom : — « Me a chomo er-maez. »

1944
Daveenn : ATST p.28

« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »

1944
Daveenn : ATST p.36

Pa ne fell dit anzav an dra, / Pa respontez n'ouzout netra, / E rankan, trumm, hep gortoz ken, / Az kas emberr d'ar prizon yen.

1960
Daveenn : PETO p38

Doaniet on, person, ha gwall drist Hag e soñjan en Aotrou Krist Dianzavet gant Simon Pêr, P'ho kwelan-me dare emberr da likaouiñ ar gozh flestrenn, An Nasion, deomp ken estren.

1960
Daveenn : PETO p18

Ganeomp hor bevañs, c'hwi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapañ ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.

1960
Daveenn : PETO p65

Ha ne c'houlenno ket ar geodedourion emberr perak ne enfred ket ar Stad ur muntrer evit ma c'hello dastum an telloù ha ma chomo hep handeiñ an dud onest a bae anezhe?

2015
Daveenn : EHPEA p146

Etimologiezh

Termen kenaozet diwar ar rannig adverb "ent" hag an anv-gwan "berr".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial