Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Perzh kemeret gant ub., un aotrouniezh bnk., e red udb., en un argerzh bnk., e mont en-dro udb. Mont a ra an ijinenn-se en-dro hep emell an den. Ne c'hall ket seurt kudennoù bezañ diskoulmet hep emell ar Stad. 2. Ent strizh Obererezh amzere un den, ur strollad tud bnk. a emell hep aotre e buhez ub., ur strollad tud all. Emell ma familh em aferioù a zisplij din. 3. (db. ar riezoù) Obererezh ur vro a emell enep pep gwir en aferioù diabarzh ur vro all. Emell an Amerikaned en aferioù diabarzh Kuba. B. Trl. Karg, kefridi. Kaout an emell war udb., kaout emell eus, ouzh udb. : kaout udb. en e garg. C'hwi ho po an emell war ma zi. Peogwir o doa emell outi, e oant aet d'he c'herc'hat. & Bezañ udb. en emell ub. : bezañ an dra-se en e garg. Emañ al labour-se en e emell. & Bezañ en emell eus udb. : bezañ karget eus an dra-se. Emañ ar maer en emell eus mont en-dro aferioù ar gumun. & Reiñ an emell d'ober udb. da ub. : reiñ ar garg-se dezhañ. Roet e voe dezhañ an emell da gas al labour-se da benn. & Reiñ udb., un ober bnk. en emell d'ub. : fiziout an dra-se, ar garg-se ennañ. Roet e voe labourioù an atant en emell d'ar mab-kaer. & Reiñ da ub. an emell eus, a udb. : fiziout ennañ ar garg eus an dra-se. Roit dezhañ an emell eus ar vugale-se, an emell anezho. & Kemer an emell eus, a udb. : kemer ar garg eus an dra-se. Un amezeg a voe karget da gemer an emell eus ar c'hi. II. G. Gwechad emellout graet gant un den, gant un aotrouniezh bnk. Bez' e rankfe ar galloud politikel ren e emelloù gant damant d'an demokratelezh.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial