Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.d. 1. Kemer perzh en udb., ober war-dro udb. Emellout a ra eus pep tra. 2. Dre zismeg Mont war, klask ober war-dro traoù ar re all hep bezañ aotreet. N'a ket da emellout eus an aferioù zo etrezo. Emellit eus ar pezh a sell ouzhoc'h !

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

emellañ

1499
Daveenn : LVBCA p69 (entremettre)

en em emellout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) emellout

en em emellout pe soursiañ eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mesler (de quelqu'vn)

en emellout d'ober

1659
Daveenn : LDJM.1 pg s'ingerer (de faire)

en em emellout eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg (s') entremettre (s'interposer pour quelque affaire)

ne aparchant ket ouzh pep unan en em emellout eus a aferioù ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg appartenir (Il n'appartient pas à tout le monde de juger des affaires d'Etat)

E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù, evel ur menez en avel hag er c’houmoul.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.25

N’o doa ket urzh d’en em emellout eus reolenn diabarzh ar skolioù, a lavaran evit o diskarg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.106

Bec'h a zeuas warnon koulskoude keit ha m'on bet du-hont. Ha kement-se diwar-goust un afer merc'hed, an hini washañ am eus bet da emellout enni e-pad va buhez Afrika.

1985
Daveenn : DGBD p123

E-keñver ar re all avat e tiskoueze bezañ gougemerus, sebet a-wechoù - hag avius koulz lavarout - gant terzhienn angerzhek an dud emellet e gwalloberoù.

2012
Daveenn : DJHMH p9

Gwelout a ra emañ an atersadur o treiñ en arvell etre ar ar c'hemederezh ha Rann Moustrerezh an Torfederezh Kellidel hag emaon dindan emellout met primoc'h egedon eo Dolianitis.

2015
Daveenn : EHPEA p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial