Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. 1. Lakaat (an tan) da gregiñ. Enaouin un tantad leizh an oaled. HS. c'hwezhañ 2. (db. ar benvegoù goulaouiñ) Lakaat (udb.) da deuler sklêrijenn (dre implij an tan, an tredan, h.a.). Enaouit ar gouloù, ur gantol. HS. elumiñ ES. lazhañ, mougañ. Il. Dre skeud. 1. Lakaat un ene en ur c'horf. Peur e vez enaouet korf an den ? Hervezo ez a ene ar re fall, goude o marv, da enaouiñ anevaled. 2. Lakaat trivliadoù da sevel. Enaouin karantez, kasoni, nec'hamant en ub. HS. atizañ, broudañ, c'hwezhañ. 3. Reiñ buhez (d'ub., udb.). Ar glav a zeu da enaouin ar blantennig.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

enaouiñ ur c'houlaouenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg allumer

enaouet

1732
Daveenn : GReg pg animer

enaouiñ ur gantol

1732
Daveenn : GReg pg (allumer une) chandelle

enaouet ur gantol

1732
Daveenn : GReg pg (allumer une) chandelle

enaouiñ ur gantoul

1732
Daveenn : GReg pg allumer

enaouiñ ur c'horf peurfurmet

1732
Daveenn : GReg pg animer

enoouit ar c'horf-se eta ?

1732
Daveenn : GReg pg evertuez (-vous donc ?)

enaouiñ ar gouloù

1732
Daveenn : GReg pg animer

enaoui

1850
Daveenn : GON.II pg dazorc'hi, énaoui

enaouit ar gouloù

1850
Daveenn : GON.II pg enaoui

enaouiñ

1850
Daveenn : GON.II pg enaoui

enaouen

1850
Daveenn : GON.II pg enaoui

enaouit ur c'houlaouenn-soav

1850
Daveenn : GON.II pg goulaouen

Doue hepken a c'hell enaouiñ ur c'horf

1850
Daveenn : GON.II pg enaoui

Enaouiñ tan dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Produire du feu par le frottement de deux morceaux de bois".

enaouiñ

1923
Daveenn : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Animer".

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Daveenn : SKET p.40

Eñ eo ivez, gant e vab Medios, a enaouas kentañ tantad sakr a gement a voe bet c’hwezhet gant mabden biskoazh war ur grec’hienn, da guzh-heol, e nozvezh kentañ Samos.

1923
Daveenn : SKET p.56

Dispennet e veze ar savadelloù-berioù (2) hag enaouet an tanioù ; pastelloù kig a boazhed er ber ouzh an tan-flamm pe a verved e kaoterioù arem, e listri kouevr.

1923
Daveenn : SKET p.61-62

Skubañ ha peurskarzhañ an oaled a rae ar gwerc’hezed, hag ec’h enaoue an Evezhier un tan nevez dre rimiañ daou brenn an eil ouzh egile (1).

1923
Daveenn : SKET p.65

D’un alarc’h gwenn ez ae neuze (1). Hemañ, oc’h enaouiñ diwar vrennid an hini marv, a flape e ziwaskell hag a gemere e nij war-du ar C’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.70

enaouiñ

1924
Daveenn : SKET.II p.126 « Geriadurig », "Allumer".

Goude-se, ec’h enaouas an den du un etev, ha lakaat an tan er vag, ha boutañ houmañ gant e skoaz davet an donvor.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

Stignañ rouedoù a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennoù, toullañ trapedoù, enaouiñ tantadoù a geuneud glas ha gwall louzeier da sevel ur moged du, tev, mougus ha flaerius.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Neuze e tenereas kalon an doueez hag ar garantez dezhañ a enaouas enni.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

Gallet en deus enaouiñ ar c’houlaouenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.173

enaouiñ

1931
Daveenn : VALL pg allumer, animer (donner une âme, la vie)

Ha, diouzh he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaouiñ dre gomzoù dievezh an emc’hloar en o c’halon.

1931
Daveenn : VALL p.39-40

Goude ar brezegenn-se, ar mestr bras (a grene an holl pa grize e dal), a deurvezas enaouiñ e c’houlaouenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Me 'ya a-raok da enaouiñ ar gouloù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Enaouiñ a rejont ur goulou.

1944
Daveenn : ATST p.129

Deuet eo gamached Hoch er vro / Da zrastañ enni kement ' zo / Hag, a bep tu, ' sav tanioù-gwall / Enaouet gant hailhoned fall.

1960
Daveenn : PETO p71

Gleb-teil e oant holl, krenañ a raent gant ar riv, ha kentañ tra a glaskjont ober a oa enaouiñ un tantad tan evit tommañ ha sec'hañ o dilhad.

1985
Daveenn : DGBD p135

Gouzout a ez, gwelloc'h e kavan bezañ e kavandenn Aretí eget enaouiñ ar skinwel. An dra nemetañ a glevan bemnoz eo emaomp o vont d'ar baz. N'on ket evit gouzañv ken e vije gwashaet an traoù atav.

2015
Daveenn : EHPEA p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial