Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Mare eus an deiz zo etre kreisteiz, pred kreisteiz ha peder pe bemp eur. E-pad an enderv. & Tr. adv. D'enderv, diouzh an enderv : e-kerzh ar mare-se eus an deiz. D'enderv ez eont d'ober ur bale. Peder eur d'enderv. Dec'h d'enderv. & En enderv-mañ : e-kerzh enderv an deiz-mañ. & (impl. da adv.) Enderv : goude kreisteiz. Adalek enderv betek serr-noz. & Termen a dalvez da zezverkañ udb. a denn d'an enderv. An heol enderv. Merenn enderv : adverenn. 2. Dre ast. Mare eus an deiz zo etre kreisteiz, pred kreisteiz hag an noz. & Tr. adv. D'enderv-noz : d'abardaez-noz. Ne rae nemet ur pred bemdez, d'enderv-noz. HS. beure, mintin.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

enderv

1499
Daveenn : LVBCA p71 ('soir')

enderv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le) soir

da endervv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sur le vespre, (a la) vespre

e tro an enderv ez in d'ho kwelout

1850
Daveenn : GON.II pg eñderf, eñderv

enderv

1850
Daveenn : GON.II pg añderv, eñderf, eñderv, pardaez

enderv

1850
Daveenn : GON.II pg añderv, eñderf, eñderv

d'anderv noz

1904
Daveenn : DBFV pg. anderù (au soir)

anderv

1904
Daveenn : DBFV pg. anderù (après-midi)

enderv

1931
Daveenn : VALL pg après-midi

Bremañ on distag betek an noz. Tremen a ran an enderv o klask anaoudegez er porzh meur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Bep enderv ha bep noz, ar Cabaret Breton a yeas en-dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.132

Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.

1949
Daveenn : SIZH P.43

E-pad an enderv koulskoude e c'heller gwelout kreñvlec'h Villa Cisneros en digenvez war e erv draezh.

1985
Daveenn : DGBD p15

Marteze peogwir emaomp etre an div. Etre luziasenn girri ar beure hag a zo echu ha hini an enderv ha n'eo ket krog c'hoazh.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial