I. V.k.e.
1. Goprañ (ub.) da seveniñ ul labour bnk.
Engouestlet e veze ar merc'hed-se d'ober war-dro bugale vihan.
DHS. enfredañ, implijout.
2. Enrollañ (ub.) en un arme.
Engouestlet e voent evit mont da ober un diskenn eno.
[1944] Ma amezeg a veze graet Jozeb de Lauwer anezhañ, genidik a Bariz, engouestlet da 18 vloaz.
II. V. em.
EN EM ENGOUESTLAÑ : enrollañ (en un arme, en ur strollad stourmerien).
Ma zad en em engouestlas en ur bagad chouanted.
[1954] Un nebeud devezhioù goude, an ugent a viz C'hwevrer, en em engouestlis e ti-kêr Bret evit pemp bloaz, ur pennad brav marteze, met biskoazh keuz n'am eus bet abaoe ar beure ma skrivis va anv e traoñ ar baperenn-se.
HS. emouestlañ.
Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
Gab Winamant, ma zad-you a en em engouestlas e bagad Chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p9
Ma amezeg a veze graet Jozeb de Lauwer anezhañ, genidik a Bariz, engouestlet da 18 vloaz.
Ma amezeg a veze graet Jozeb de Lauwer anezañ, genidik a Baris, engouestlet da 18 vloaz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.193
Un nebeud devezhioù goude, an ugent a viz C'hwevrer, en em engouestlis e ti-kêr Bret evit pemp bloaz, ur pennad brav marteze, met biskoazh keuz n'am eus bet abaoe ar beure ma skrivis va anv e traoñ ar baperenn-se.
Un nebeut devezhioù goude, an ugent a viz c'hwevrer, en em engouestlis e ti-kêr Bret evit pemp bloaz, ur pennad brav marteze, met biskoazh keuz n'am eus bet abaoe ar beure ma skrivis va anv e traoñ ar baperenn-se.