Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1927, 1931, 1944, 1985, 2015] Traezenn graet evit azezañ warni. Naetaat azezennoù ar c'harr. Azezennoù an trenioù, ar c'hirri-boutin, an nijerezioù. Astenn e azezenn en disheol. 2. [1944] Gwezhiad azezañ. Er c'horn-tro kentañ e voe graet un azezenn.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

azezenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg azez

azezenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg azez

azezenn

1931
Daveenn : VALL pg banquette

"E Dublin e vezo azezenn ha kef an Impalaerezh Holl-Geltiek".

1944
Daveenn : EURW.1 p.186

Graet ganin anaoudegezh gant an Itron ar Bodeur, an ostizez, koef mod Treger ganti, war ur pezh penn tev, ur vruchedenn hag un talier dezhi ho pije gallet ober un azezenn warno ec'h antreis er sal da-heul ma bleiner.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Kavout a ran un azezenn etre ur marc'hadour hag ur Saozez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ar c'harr emañ he azezennoù war an daou gostez, dispartiet ma 'z int gant an doser, ar veajourien a zo eta kein-ouzh-kein.

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

War-dro unnek eur eo hepken e c'heller gwelout an dud o tiboukañ hag o tont da astenn o azezennoù en disheol evit arvestiñ ouzh ar mor.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ar pep gwirheñvelañ eo n'en doa ket lakaet anezhañ e-barzh koufr ar c'harr met war an azezenn a-dreñv.

2015
Daveenn : EHPEA p79

Ar pep pouezusañ eo ne vefe ket hennezh "merket" betek re : lemit ar pegsunioù diwar revr an oto, laoskit ar van Volkswagen orañjez er gêr, ha skoachit ar gitonoù dindan an azezennoù...

2015
Daveenn : DISENT p85

War an azezenn a-dreñv e oa teuliadoù a-bempoù.

2016
Daveenn : BARDF p. 63

Ne chom nemet azezennoù torr, dorioù torr hag un nebeud rouedoù palioù roget.

2016
Daveenn : BARDF p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial