Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Un tamm aon a grogas ennon ; plegañ a ris va fenn, soublañ a ris ken izel, mac’h en em gavis, hep gouzout penaos, azezet er ganol e-lec’h bezañ war he ribl.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

Ho soudard a yoa azezet war ar skaon.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

Ra vezo ho torn savet dalc’hmat ouzh ar fallakr ; ra skoio gantañ taol ar marv, nag ho preur e ve-eñ, azezet en ho kichen ouzh hoc’h oaled !

1923
Daveenn : SKET p.51

Ur plac’h a drebase dre an ti : an amiegez. Unan all koshoc’h, azezet en penn ar c’havell, sioul, sioul a ouele, ur chapeled en he dorn, soublet he fenn ganti.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Azezet ouzh an daol, pleget war un delienn baper, ur bluenn entre e vizied, e deod un troatad er-maez e c’hinou, Bilzig a c’hweze.

1925
Daveenn : BILZ2 p.166

An eilvet anezho o-zri a zo azezet en un draoñienn sioulik ha damdost da vilin Gerroc'h.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Darn eus ar brezelidi [sic] edo [sic] puchet, lod azezet, re all daougrommet, a-zioc'h o labour.

1929
Daveenn : SVBV p5

Gallout a rejomp tapout bep a vilhed azezet, mes me, e-lec'h chom em c'hoazez, a oa atav o redek tro al leur ha tro ar bourk, evit gwelout a-dost ha klevout an doareoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Pa oan ur wech o klask kraoñ yell / 'Lec'h kraoñ 'kavis un durzhunell, / He stamm 'n he dorn 'oa aze'et / O vaesa ar saout hag an deñved.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Azezet eo an tri vanac'h gwenn en o stalioù uhel koadgizellet.

1949
Daveenn : SIZH p.59

N'eo ket un den avat evit chom da vale hep ehan, pa 'z eo skuizh en araog dreist-holl; n'on ket kennebeut evit chom azezet, gourvezet ez a gwelloc'hik ganin.

1985
Daveenn : DGBD p11

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial