Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. plant zo) Zo kollet ganto an danvez pegus a stag o gwiennoù an eil re ouzh ar re all, o soubañ en dour prl. 2. Zo bet lakaet da eogiñ. Ar c'hanab evit rochedoù a oa bet medet, eoget, pilet ha nezet war ar c'harr. 3. Dre ast. (db. ar c'hig) Zo blaz pe c'hwezh fall warnañ, abalamour ma'z eo chomet re bell en dour. Eoget eo ar c'hig-mañ. 4. (db. an dour) Chag. En dour eoget ez eont, dre hentoù n'anavont ket. HS. sac'h. 5. Dre skeud. (db. an dud) Zo eok. Ken eoget e oan gant skuizhder, ma ne c'hallen ket en em zelc'her war ma divesker.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Leztad on da gozh bugale / Ha ne c'heller ganto bale, / Un tad ôget gant viloni / Chas aheurtet er gasoni.

1960
Daveenn : PETO p56

Ar maniok ordinal eta ne vez poazhet nemet goude ma vez bet eoget en dour hag, ur wech poazh e vez stummet e doare "bizhier" a vez lakaet en-dro dezho delioù ledan (bananez pe blant all), evit bezañ miret, ha kaset d'ar marc'had ar pezh a vez a re evit tud ar familh.

1985
Daveenn : DGBD p65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial