Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm mesket an araogenn e hag ar ger-mell ar. S.o. en.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

lakaat er forn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enfourner

er

1659
Daveenn : LDJM.1 pg en

skod er c'hoad

1699
Daveenn : Har. pg er, koad, skod (nœud dans le bois)

skeiñ er penn

1699
Daveenn : Har. pg er, penn, skeiñ (entester)

jel er c'hoad

1699
Daveenn : Har. pg er, jel, koad (gelifûre)

Fourret eo er prosez.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (On l'a fourré dans le procès.)

Fourret eo bet gantañ e-barzh er c'houfr-se.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Il l'a fourré dans ce coffre.)

Fourret eo gantañ e-barzh er c'houfr-se.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Il l'a fourré dans ce coffre.)

er bloaz-mâ

1732
Daveenn : GReg pg abondance

Ned eus nemet eurvad ha drougeur e-barzh er bed-mañ.

1732
Daveenn : GReg pg heur (Il n'y a qu'heur & malheur en ce monde.)

ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent

1732
Daveenn : GReg pg artillerie

Plantet eo er prosez.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (On l'a fourré dans le procès.)

fritañ paourentez er billig a garantez

1732
Daveenn : GReg pg amour

bevañ war an Douar evel an aelez er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg angelique

emañ er pleg-mor

1732
Daveenn : GReg pg anse

chom er gwele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

er

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, au (au, marquant le lieu), pg dans (préposition de lieu), dedans (adverbe, ou préposition)

er

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg en (signifiant, dans)

emañ er marc'had

1732
Daveenn : GReg pg au (il est au marché)

bezañ emañ er jardrin

1732
Daveenn : GReg pg au (il est au jardin)

Ur bleiz a zo er vro.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il y a un loup dans le pays ».

Aveliñ a ra kalz er vro-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg avéli (II vente beaucoup dans ce pays-ci).

Er gêr emañ-eñ an aotrou ?

1850
Daveenn : GON.II pg aotrou (Monsieur est-il à la maison ?)

Lakit eol er c'hleuzeur.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kleûzeur (Mettez de l'huile dans la lampe).

er

1850
Daveenn : GON.II pg el, enn, er

emañ er gêr

1850
Daveenn : GON.II pg éma, é-ma

er brezel diwezhañ eo bet lazhet

1850
Daveenn : GON.II pg er

likit-hi er gwele-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg er

er vag ez in

1850
Daveenn : GON.II pg er

Emaint er marc'had.

1850
Daveenn : GON.II p.90, livre second, « Ils sont au marché ».

N’em eus kavet den ebet er gêr.

1850
Daveenn : GON.II p.88, livre second, « Je n’ai trouvé personne à la maison ».

Kerent am eus er gêr-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, "J'ai des parents dans cette ville-ci".

Ar gwin hag an edoù a vezo mat er bloaz-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Ar vein n'int ket kalet er vro-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.79

Er mare ma hader ar c'hanab er maezioù, e welas un tieg o c'holeiñ ervennoù.

1867
Daveenn : MGK p13

Er sizhun diwezhañ, ar mor a oa dirollet.

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 16 a viz Kerzu

eost kaer a zo er bloaz-mañ

1909
Daveenn : BROU p. 235

ul lazherez eo dornañ er bloaz-mañ

1909
Daveenn : BROU p. 391

en, er, el

1931
Daveenn : VALL pg au

er c'hiz

1931
Daveenn : VALL pg à2 (à la mode)

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

1944
Daveenn : ATST p.131

« Herri ne veze aotreet ganeoc’h da lakaat plouz en e voutoù nemet ur wech er miz. » An eil diaoul. — « Ha c’hoazh ne lakae nemet div pe deir blouzenn hanter. »

1944
Daveenn : ATST p.59

- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Daveenn : DISENT p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial