Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

S.o. "en" (raganv gour renet).

Skouerioù istorel : 
38
Kuzhat roll ar skouerioù

n'er c'haran ket mui evit un' all pe mu 'get un' all

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie l'ayme pas) plus (qu'vn autre

Erfin er pedan ma plijo gantañ ma frezervi ha ma miret en noz-se a bep dañjer ha drougeur : ha goude-se e lavaran ar Bater hag an Ave, hag en em rekomandan da ma ael mat, da'm fatrom ha da sent ha santezed ar baradoz.

1677
Daveenn : Do. p53

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Daveenn : Do. p7

7. Abalamour d'hor pec'hedoù / Er gwelas [Mari, he mab] karget a boanioù, / Ha kannet kriz gant skourjezoù / Adal ar penn bete ar plantoù.

1677
Daveenn : Do. p66

Krenañ a rae kentre ma er gwele.

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (Sa seule vûë le faisoit frissonner.)

kerkent ha ma er gwelis

1732
Daveenn : GReg pg aussi (aussitôt que je le vis)

Pa akuiter un douar e renker derc'hel kont eus ar gwellaennoù mat ha ret da ober d'an hini er posede a-berzh-vat hag e lealded diagent.

1732
Daveenn : GReg pg ameliorement

Daskrenañ a rae kentre ma er gwele.

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (Sa seule vûë le faisoit frissonner.)

kentre ma er gwelis e lavaras din penaos

1732
Daveenn : GReg pg abord

n'er c'hredan, na n'er diskredan

1732
Daveenn : GReg pg (je ne le crois, ni le) decrois

Kel lies gwech ma er gwelan.

1732
Daveenn : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

muioc'h en doujer, eget n'er c'harer

1732
Daveenn : GReg pg (on le) craint (plus qu'on ne l'aime)

Ken alies gwech ma er gwelan.

1732
Daveenn : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

Fiziit ennañ ? Foll eo neb er gra.

1732
Daveenn : GReg pg fier (Fiez-vous-y ? fou qui s’y fie.)

gant aezoni er greot

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ézôni (vous le ferez avec facilité, avec aisance)

En diretenn er c'havot.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tiréten (vous le trouverez dans le tiroir).

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p93

Hag ennañ e-unan mar kav den 'bet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek : da bep hini diouzh e c'houlenn, evit er pareañ, me roy ul louzaouenn.

1867
Daveenn : MGK p10

komz a reas evel dek ha den n'er selaoue

1867
Daveenn : MGK p1

— « Gwir eo, va zad, m'er goar ; anefe ma'z eo diaes / Ha torgennek an hent, — gwelloc'h e ve kompez. »

1867
Daveenn : MGK p144

Eürus, eürus eo ar bugel / En deus ur vamm vat d'er genel, / En deus ur vamm vat d'e vagañ.

1867
Daveenn : MGK p137

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan-spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Daveenn : MGK p25

— A-raok e ranki er lazhañ hag er c’hignat, me 'gred. — An tan er lazho, hag er c’hignat n'eo ket ret. — Te 'gav dit e tebrimp-ni da leue kroc’hen hag all ? E vlev a stanko toull hor gouzoug.

1878
Daveenn : EKG.II p.281

Hir, tenn ha risklus, diouzh m’heller er meizañ diwar an henzanevelloù, ez oa an hent eus ar vro-Wenn d’an Albis.

1923
Daveenn : SKET p.139

Ganez-te, ha gant Kamula e lezan va gouriz, en eskemm, emezi. Er mirit en eñvor.

1923
Daveenn : SKET p.105

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Daveenn : SVBV p8

kent deoc'h er gouzout

1931
Daveenn : VALL pg avant (que vous le sachiez)

diouzh er gwelout

1931
Daveenn : VALL pg (en) apparence

kent deoc'h er gouzout

1931
Daveenn : VALL pg avant

m'er piaou

1931
Daveenn : VALL pg appartenir (cela m'appartient)

me er c'hredfe a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg (je le croirais) bien

Er gêr emaint bremañ : padal, er c'hlevet o deus abaoe, paotred ar c'hamionoù o deus kemeret hent an harlu".

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Kablus oc'h ober al lezennoù gaou / M'er c'hasfec'h ac'hann 'vefe kompez an traoù.

1960
Daveenn : PETO p37

Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.

1960
Daveenn : PETO p9

Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !

1960
Daveenn : PETO p13-14

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Ha pa soñjer ervat er stad m'emañ hiziv e c'haller lavarout hardizh ne oa bet biskoazh ken brav ha m'er gweler bremañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial