Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. [1732, 1850, 1927] (gt ur v.) Dre diadreñv (udb.). [1732] Dont a raio a-ziadreñv. Tostait outañ a-ziadreñv. ES. a-ziadreñv & [1732] A-ziaraok hag a-ziadreñv : dre ziaraog ha dre ziadreñv (udb.). II. Stn. [1732] Zo a-dreñv (udb.). Korbell a-ziadreñv. Ur prenestr a-ziadreñv. ES. a-ziaraok

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

donet a raio a-ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg (il viendra par) derriere

korbell a-ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg arçon (de derrière), bat (courbet de derriere)

a-ziaraok hag a-ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg (par devant & par) derriere

a-ziadreñv

1850
Daveenn : GON.II pg diadré

War ar gegin ez eus ur prenestr hag a sko war ar porzh a-ziadreñv, Loull hen digor buanañ ma c’hell, lammet a ra er-maez eus e di, mont a ra war-eeun, ha d’ar red, d’en em guzhet en ur c’hraou-moc’h, a zo er porzh dirak an ti, el lec’h ma’z oa tri [f]orc’hell o lardañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119

a-ziadreñv

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-ziabarz

(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a-ziadreñv ur rideoz voulouz, en em ziskouezas ur plac’h, hag unan all war he seulioù, hag un deirvet, ha kalz a re all c’hoazh, reoù vras ha reoù vihan, reoù dreut ha reoù lart, reoù goant ha reoù vil.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

A-ziadreñv an dorioù prenn / ' Tiskouezo deomp ar gloud e benn.

1960
Daveenn : PETO p67

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial