Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. 1. Degouezhout (en ul lec'h bnk.). Erruout en un ti, en ur gêr. Erruet e oant diwezhat er sinema. & Erruout mat : degouezhout er mare mat (en ul lec'h bnk.). 2. (db. an traoù) ERRUOUT GANT UB. : en em gavout gant ub. Erruet e oa ar c'heloù gant ar roue. II. A. (db. an darvoudoù) 1. C'hoarvezout. Erruout a ray ur gwalleur deiz pe zeiz. Erruout a ray ma teuy ar mor war an douar. 2. (gant un ak., ur rag.) ERRUOUT GANT UB. : c'hoarvezout gant ub. Bez' eo ar gwellañ tra a c'hall erruout gantañ. [1877] Mat, bremañ ez an da lavaret deoc’h ar pezh a zo arruet en hor bro, gant darn eus ho tud-kozh [...]. [1925] Taolit evezh dezhi, ha diwallit na errufe droug ganti. HS. degouezhout. B. (db. an deiziadoù, ar prantadoù) Degouezhout. Erruout a ray an deiz ma ranki en em glevet ganto. Un dra bennak ez erruas al Lun. Ur blanedenn zo da bep den a erruo gantañ d'an eur. C. (db. an oad) ERRUOUT E : dont da. Erruet eo en he daou vloaz ha daou-ugent. III. (db. oberoù, obererezhioù an dud) 1. Dont a-benn. Ar c'hoant erruout. N'erruont ket. 2. Erruout mat : dont da vezañ a-du (an eil gant egile). Erruet mat e oant en e di.

Skouerioù istorel : 
64
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Pet tra zo neseser d'ar C'hristen evit e silvidigezh ha da arruout en e fin ? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p10

erruout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arruout

erruout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aduenir, arriuer

arruout gant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rencontrer

arruout en aod

1659
Daveenn : LDJM.1 p78

M. Pet tra zo neseser da ur c'hristen, evit e silvidigezh, hag evit arruout en e fin? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1677
Daveenn : Do. p11

erruet

1732
Daveenn : GReg pg arriver

erruout

1732
Daveenn : GReg pg arriver

erruout

1732
Daveenn : GReg pg arriver

erruet

1732
Daveenn : GReg pg arriver

arruet

1732
Daveenn : GReg pg arriver, échu (uë, arrivé, venu, tombé, ée)

erruout

1732
Daveenn : GReg pg arriver

erru

1732
Daveenn : GReg pg arriver

arriviñ

1732
Daveenn : GReg pg arriver

a erru bep bloaz

1732
Daveenn : GReg pg annuel (ce qui revient tous les ans)

erruout er porzh

1732
Daveenn : GReg pg arriver (au port)

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Daveenn : GReg pg abyme

ar pal, pe en hini e tle ur c'hristen arruout, eo ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (le) but (d'un Chrétien est de parvenir au Ciel)

e ken kaz ma arrue kement-se

1732
Daveenn : GReg pg (en) cas (que cela arrive)

e kaz ma errufe an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg (en) cas (que cela arrive)

en ho kiriegezh ez eo arruet an droug-se

1732
Daveenn : GReg pg (vous avez été la) cause (de ce mal)

bloavezh dañjerus da dremen ; pehini a erru bep seizh bloaz

1732
Daveenn : GReg pg (année) climaterique

merk a joa a roer d'e vignoned pa arru un dra vat bennak ganto

1732
Daveenn : GReg pg congratulation

a c'haller da arruout, pe chom hep arruout

1732
Daveenn : GReg pg (le futur) contingent

erruout

1732
Daveenn : GReg pg écheoir (arriver, tomber, venir)

erruout

1732
Daveenn : GReg pg échu (uë, arrivé, venu, tombé, ée)

arruet pe arruo

1732
Daveenn : GReg pg (a tout) évenement (quoiqu'il en puisse arriver), hazard (A tout hazard.)

arruet a garo

1732
Daveenn : GReg pg (a tout) évenement (quoiqu'il en puisse arriver)

Soñjal a ra meur a dra pere ne arruint ket.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Il se figure bien des choses, qui n’arriveront pas.)

Eñ a soñj dezhañ penaos ec'h arruo kalz traoù pere ne arrufint ket.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Il se figure bien des choses, qui n’arriveront pas.)

Me am eus soñj a se, evel pa vez oc'h arruout.

1732
Daveenn : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

arruet da arruo

1732
Daveenn : GReg pg gré (Bon gré, malgré.)

arruet pe arruo

1732
Daveenn : GReg pg gré (Bon gré, malgré.)

arruet pe arruet

1732
Daveenn : GReg pg gré (Bon gré, malgré.)

Warc'hoazh me a zistroio a-barfeted ouzh Doue, hag ar warc'hoazh-se ne erru nepred.

1732
Daveenn : GReg pg demain (Demain je me convertirai, & ce demain n'arrive pas.)

erruout

1850
Daveenn : GON.II pg arruout, erruout (Arriver. Aborder. Survenir).

arruout

1850
Daveenn : GON.II pg arruout, erruout (Arriver. Aborder. Survenir).

Hiriv ec'h arruo.

1850
Daveenn : GON.II pg é, éc'h, éz + p.29, livre premier, "il arrivera aujourd'hui".

Arruout a ray goude-warc'hoazh.

1850
Daveenn : GON.II pg arruout (Il arrivera après-demain).

Edod gant lein pa erruas : an ozhac’h, e zaou vevel, he c’hwreg hag e vugale, c’hoazh yaouank, a yoa ouc’h an daol, en-dro da ur podad yod silet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.44

Mat, bremañ ez an da lavaret deoc’h ar pezh a zo arruet en hor bro, gant darn eus ho tud-kozh, hag e welf[e]t goude-se ha gaouiad eo Yann Bennorz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

Ha neuze c’hoazh, ma rankje ar person, abalamour da lezennoù an Aotrou Doue pe re an Iliz, refuz e bask d’ar maer, petra a arruje gantañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.6

Ac'hanta ! Job, n'eo ket ar skiant eo a vank dit : "ur gelaouenn a arri du-se, bep Sadorn ; ha bep Sadorn ive[z], e teu da zispenn da vamm an iliz... Gwech e vastaro sae ur beleg bennak, gwech e tispenno brozh ul leanez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoazh holl [d]ud e barroz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ha, pa errue gant ar biz-bihan : Hemañ eo ar bizig bihan bihan bihan kamm / N'en devoa bet tamm digant e vamm, /Tamm digant e vamm !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Tro Bilzig a erruas. — Da hanv, paotr ? — Yvonig Tangi.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagoù all er porzh. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantañ ? Ha dindan ar wezenn-dilh ar prezegennoù ac’h ae en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.113

Kent erruout gant feunteun Sant-Eflamm, e vez ret diskenn un dousenn bennak a bazennoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Taolit evezh dezhi, ha diwallit na errufe droug ganti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

erruout

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arru

erruout

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arru

erruout

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arru

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp e-biou d'un torkad hentoù-kev, ha dizale ar marc'h-du a erruas e Taraskon, bro Tartarin, Tartarin meur, roue al lazherien leoned !

1929
Daveenn : SVBV p11

erruout

1931
Daveenn : VALL pg arriver

erruout

1931
Daveenn : VALL pg arriver

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Pignat a reas evel un archer en hor c'hichen, ha yao da Wengamp, lec'h ec 'h errujomp da hanternoz.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

E 1164 e erruas e Bro-Spagn, e 1174 e Bro-Saoz en iliz-veur Canterbury, e 1209 e Bro-Alamagn.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur seurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.

2015
Daveenn : DISENT p97

"Honnezh a zleje bezañ dimezet da'm zad," a lavar din Koula pa erruomp er solieradur kentañ.

2015
Daveenn : EHPEA p14

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial