Un esa a ris, met, va Doue, ne oan ket donezonet kaer evit ur seurt labour; anavezout a raen an doare ma veze graet en ul Lise, peogwir e oan bet en unan.
Ha me douarour e oa din da vezañ rener hor bagad, evel avat ma oan o kregiñ gant va micher ha ma oan war esa e-pad c'hwec'h miz, ha dic'houzvez ouzhpenn eus boazioù ar vro, e voe divizet e vije karget M.C. eus ar renerezh e-pad ar c'hwec'h miz-se, din da gemer ar penn diwar Bloaz Nevez 1938, ar pezh a voa graet.
Deuet e oa a-benn Greenpeace, gant sikour tud all, da vodañ miliadoù a dud er festival Peace and Landes ha da sevel un enselladenn keodedel "disentus", evit ar wech kentañ e Bro-C'hall, e kreizenn arnodiñ ha bannañ ar misiloù, e Biscarosse, e departamant les Landes, e-lec'h ma oa tennoù esae an M51 da vezañ graet.