V.k.e.
I.
1. (db. an dilhad)
Gwiskañ udb. a-benn gouzout ha degouezhout a ra mat.
Esaeañ ur sae.
2. Lakaat udb. da vont en-dro, implijout udb. a-benn gouzout ha degouezhout a ra gant ar pal, ar gefridi zo lakaet dezhañ, ha gouest e vezer d'e embreger.
Esaeañ un marc'h-houarn.
HS. arnodiñ.
II.
(dirak un av.)
Klask (III).
Esaeet en doa ober ul labour dereat.
Lod all, torret o livenn-gein, a esae en em ruzañ er-maez eus an ti, evit gellout en em guzhet.
Lod-all, torret ho livenn-gein, a esea en em ruza er meaz euz an ti, evit gellout en em guzet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.39
Evit her gwelet ker sklaer hag an heol, it d’ar galeoù, d’ar prizon ; esait lakaat ar re a zo eno, en tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro e c’hinou.
Evit her guelet ker sklear hag an heol, it d’ar galeou, d’ar prizoun ; esait lakaat ar re a zo eno, enn tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro he c’hinou.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.204
N'eo ket un ene eus ar Purgator eo hemañ, emezañ ; hemañ a zo un teuz pe ur spontailh bennak, deuet da esa va sammañ gantañ.
Ne ket eun ene euz ar Purgator eo heman, emezhan ; heman a zo eun teuz pe eur spountail bennag, deuet da esa va zamma ganthan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.132
Evelato, ar c’hoant en deus da zerc’hel e vuhez gantañ a ro dezhañ nerzh nevez ; dont a c’hell eus a-zindan e bont, tennañ a c’hell e zivesker morzet eus a greiz al lec’hid ; div pe deir gwech e riklas hag e ruilhas diwar dalbenn an hent bras oc’h esa dont war gorre.
Evelato, ar c’hoant en deuz da zerc’hel he vuez ganthan a ro d’ezhan nerz nevez ; dont a c’hell euz a zindan he bount, tenna a c’hell he zivesker morzet euz a greiz al lec’hid ; diou pe deir gueach e riklaz hag e ruillaz divar dalbenn an hent braz oc’h esa dont var gorre.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.130
Ar manac’h a dreinas a-bouez e vrec’h an hini kozh, ne esae ket enebiñ, betek ar penn pellañ eus an tiez a yoa chomet en o sav, e kouent Sant-A[l]bin, hag en ur zigeriñ dezhañ ur gambrig vihan : — Amañ, den kozh, n’eus ket c’hwez ar gwad : houmañ a oa va c’hambr-me en nozvezh m’oac’h digouezhet amañ da verzheriañ va c’henvreudeur.
Ar manac’h a dreinaz a bouez he vreac’h an hini koz, ne esea ket enebi, beteg ar penn pella euz an tiez a ioa chommet enn ho za, e kouent Sant-Aubin, hag en eur zigeri d’ezhan eur gamprik vian : — Aman, den koz, n’euz ket c’houez ar goad : houman oa va c’hambr-me enn nosvez m’oac’h digouezet aman da verzeria va c’henvreudeur.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.59
Daoust ha ne deuio ken, en hor bro baour, tud disakret a-walc’h evit esa ober kemend-all ? Doue ra viro !
Daoust ha ne deuio ken, enn hor bro baour, tud dizakret avoualac’h evit esa ober kement-all ? Doue ra viro !
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.8
Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.
Esa a riz he divarc’ha en eur lakaat va dourn deou a-zindan-hi ha va dourn kleiz d’an neac’h. Enn aner ec’h en em skuizen, rak an or a ioa kloz ha ne finve tam ganen.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.120
Divarc’hañ an nor ! Arabat e oa din en esaat, rak re skuizh ha re zinerzh e oan bremañ evit se. Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger.
Divarc’ha an or ! Arabat oa dign hen esaat, rag re skuiz ha re zinerz oan breman evit-se. Easoc’h c’hoaz oa dign mont dreist ar voger.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.40
Esa a rae tapout anezho, siwazh ! pounner a oa e c’halochoù, hag ec’h ae gant e hent, en ur c’hrozmolat : — Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarded !
Esa a rê tapout anê, siouaz ! pounner a oa e c’halochou, hag ec’h ê gant e hent, en eur c’hrozmolat : — Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarted !
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)
Hagn ! hagn ! ur grogadenn en e vorzhed ; ur yudadenn hag eñ da esa mont er-maez.
Hagn ! hagn ! eur grogadenn en e vorzed ; eur yudadenn hag hen da esa mont er-mêz.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.973 (Even 1924)
— N’eo ket kreñv a-walc’h ! eme Herve Yann, pehini, soñj hoc’h eus, a oa bet oc’h esa delivrañ an Dukez.
— N’eo ket krenv a-walc’h ! eme Herve Yann, pehini, sonj hoc’h eus, a oa bet oc’h esa delivra an Dukez.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.134
Diwar an aod ne oad ket evit kas dezho sikour : an taolioù-mor a frege re rust war ar c’herreg. Neb en dije esaet sikour anezhe a vije bet brevet e izili kent kuitaat ar bord.
Diwar an ôd ne oad ket evit kas d’ê sikour : an tôliou-mor a frege re rust war ar c’herreg. Neb an nije esaët sikour anê a vije bet brevet e izili kent kuitaat ar bord.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.143
[A]r pedadennoù ne vankent ket, gant degemerus-mat e oa Dubliniz e-keñver ar gendirvi diredet a bep bro da esa 'n em gevrediñ.
[...] ; ar pedadennou ne vankent ket, gant degemerus-mat e oa Dubliniz e-keñver ar gendirvi diredet a bep bro da esa 'n em gevredi.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.176
Evit esaeañ ar marc'h nevez, e oa dav ober ur veaj.
Evit esa ar marc'h nevez, e oa dao ober eur veaj.
1944
Daveenn :
EURW.1
p73
Diouzh o zu, ma mistri a esaeas a bep seurt evit doñvaat ar paotr gouez e oan, an Aotrou Iwan ar Bezvoed dreist-holl, a stagas ouzhin hag a reas e wellañ da'm lakaat d'en em blijout.
Diouz o zu, ma mistri a eseas a bep seurt evit doñvaat ar paotr gouez e oan, an Aotrou Iwan ar Bezvoet, dreist-holl, a stagas ouzin, hag a reas e wella d'am lakaat d'en em blijout.
1944
Daveenn :
EURW.1
p39
Mes ar mennozhioù-se a oa mennozhioù nevez ha Kolaj Itron-Varia Wenngamp en doa miret ar gizioù kozh, evel ma welis hepdale, pa zeuas din esaeañ gwinkal er brec'hioù-karr.
Mes ar menoziou-se a oa menoziou nevez, ha Kolaj Itron-Varia Wenngamp en doa miret ar giziou koz, evel ma welis hepdale, pa zeuas d'in esa gwinkal er brec'hiou-karr.
1944
Daveenn :
EURW.1
p32
C'hoari gourenn : daou gog bihan a esa en em ziskar.
C'hoari gourenn. Daou gog bihan a esa en em ziskar.
1944
Daveenn :
EURW.1
p24
« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»
« Gant kaniri, gourenadegou, « c’hoariou breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»