Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Uheliad eus urzh pennañ ar velegiezh kristen zo, en Iliz katolik, e penn un eskopti. Gant ar Pab e vez anvet an eskibien. An eskibien eo a ro an urzhioù d'ar veleien nevez. Arouezioù an eskobed : ar gammell hag ar mintr. Al limestra eo liv an eskibien. An aotrounez eskibien. [1878] Pa deuas ar peoc’h, an aotrou ’n Eskob er lakaas da gure gant an aotrou Morvan, ha, da varv hemañ, e voe hanvet da berson e Plouganoù. [1944] An eskibien, holl dud a lec’h all, a gave se mat-tre. [1954] Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob [...]. & [1732, 1931] Gwalenn-eskob : gwalenn gwisket gant an eskibien da arouez o eskobelezh. 2. [1732] Pezh eus ur vilin pe eus un arar.

Skouerioù istorel : 
57
Kuzhat roll ar skouerioù

eskob

1499
Daveenn : LVBCA p72 (euesque, prelat)

eskob ar velin

1499
Daveenn : LVBCA p22, 72, 142 ('règleur')

eskob ar velin

1499
Daveenn : LVBCA p142

eskibien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg escop

eskob

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Euesque

eskeb

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Euesque

bezoù an eskob

1732
Daveenn : GReg pg anneau

gwalenn an eskob

1732
Daveenn : GReg pg anneau

escop, escob

1732
Daveenn : GReg pg éveque

kros un eskob

1732
Daveenn : GReg pb bâton (Pastoral, Crosse d'un Evêque)

mantellig glas a zoug un eskob dreist e roched

1732
Daveenn : GReg pg camail

an eskob

1732
Daveenn : GReg pg charrue (la seconde cheville)

an eskob gant e gloer

1732
Daveenn : GReg pg (l'Evêque à la tête de son) Clergé

iliz deservijet hep ket a eskob

1732
Daveenn : GReg pg (eglise) collegiale

koñsil dalc'het gant an eskob eus a ur rouantelezh, gant grad vat hon tad santel ar Pab

1732
Daveenn : GReg pg concile (national)

Sant Konogan, Eskob a Gemper

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Conogan (ou, Güenegan, Evêque de Quimper)

Sant Kaourintin genidik a Gerne, ha kentañ eskob eus a Gemper.

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Corentin (premier Evêque de Quimper)

lez an Eskob

1732
Daveenn : GReg pg cour (Ecclesiastique, cour d'Eveque, d'Abbaye)

barn Eskob

1732
Daveenn : GReg pg cour (Ecclesiastique, cour d'Eveque, d'Abbaye)

Ur Manac'h a guita ar frok, a zeu da zifrokañ, pa er graer Eskob, pe Gardinal.

1732
Daveenn : GReg pg (un Moine fait Evêque, ou Cardinal, se) défroque

ul lizher digant e eskob evit kemeret an urzhoù en un eskopti all

1732
Daveenn : GReg pg dimissoire (terme d'Eglise)

an Escob

1732
Daveenn : GReg pg diocesain (l'Eveque)

eskeb, eskibien

1732
Daveenn : GReg pg diocesain (l'Eveque)

a aparchant oud [ouzh] an eskob

1732
Daveenn : GReg pg episcopal (ale)

karg, ren un eskob

1732
Daveenn : GReg pg episcopat (dignité episcopale)

eskep, esqibyen

1732
Daveenn : GReg pg éveque

an asamble eus an eskeb a Frañs

1732
Daveenn : GReg pg gallicane (L'Eglise Gallicane, l'Assemblée des Prélats de France.)

Gwiskamanchoù ar Babed, an eskeb hag an abaded e reizh, pa ofisont.

1732
Daveenn : GReg pg habit (Les habits Pontificaux.)

serteniaj dre skrid a-berzh ur barner, pe un eskob

1732
Daveenn : GReg pg légalisation

Sant Malou Eskob

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Malo (Evêque)

eskeb

1850
Daveenn : GON.II pg eskop (1. Évêque, prélat chargé de la conduite d'un diocèse. 2. Terme d'agriculture. C'est la seconde cheville qui entre dans la latte de la charrue. Pl.)

eskob

1850
Daveenn : GON.II pg arc'heskob, eskop (1. Évêque, prélat chargé de la conduite d'un diocèse. 2. Terme d'agriculture. C'est la seconde cheville qui entre dans la latte de la charrue).

En eskopti e chom niz an eskob.

1850
Daveenn : GON.II pg eskopti (Le neveu de l'évêque demeure à l'évêché).

eskobed

1850
Daveenn : GON.II pg eskop (Pl. en Vannes).

An eskob eo a lavaro an oferenn.

1850
Daveenn : GON.II pg eskop (C'est l'évêque qui dira la messe).

eskibien

1850
Daveenn : GON.II pg eskop (1. Évêque, prélat chargé de la conduite d'un diocèse. 2. Terme d'agriculture. C'est la seconde cheville qui entre dans la latte de la charrue. Pl.)

Ret eo anaout, va mignon, / Aogustin hoc’h Eskob gwirion, / Augustin Eskob a Dreger / Bremañ koulz ha pa oa er gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105-106

Evit dont a-benn eus ar veleien, evel m’oant deuet a benn eus madoù an Iliz, ec’h en em lakajont e doare da lamet, digant ar Pab hag an eskibien, o galloud warnezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.4

Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7-8

Antronoz ec’h en em gavas e Kastell un archer, ha gantañ, en e sac’h lêr, urzh a-berzh ar c’houarnamant d’an Aotrou de la Marche, eskob kozh Leon, da vont er-maez eus e eskopti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11-12

Ar veleien a rae al le a oa anvet beleien "intru", abalamour mac’h en em lakaent da berson pe da gure e parrezioù, hep bezañ anvet gant ar gwir eskob. — E broioù all e vezent hanvet "asermantet".

1877
Daveenn : EKG.I. p.85-86

Pa deuas ar peoc’h, an aotrou ’n Eskob er lakaas da gure gant an aotrou Morvan, ha, da varv hemañ, e voe hanvet da berson e Plouganoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.311-312

An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.

1889
Daveenn : BFA p120

gwalenn-eskob

1931
Daveenn : VALL pg anneau (pastoral)

An eskibien, holl dud a lec’h all, a gave se mat-tre.

1944
Daveenn : EURW.1 p.106

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

« Koulskoude, ret e vo kaout aotreadur an aotrou 'n eskob, a-raok. »

1944
Daveenn : EURW.1 p58

An aotrou Vallée a yeas da welout an eskob, a oa neuze an Aotrou Fallières, hag ar vikel vras, an aotrou de la Villerabel, ar re-mañ a asantas diouzhtu.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».

1954
Daveenn : VAZA p.105-106

Skignet e veze zoken skeudennoù flemmus-tre ma weled warno Fallières war e grabanoù o lipat botoù an Impalaer labezet a wad hag o lavarout d’ar pennoù[-]bras bodet e[n]-dro dezho, eskibien, admiraled, ministred hag all : « Ma ! blaz ar mel a zo ganto ! »

1954
Daveenn : VAZA p.183

A-wechoù e tegouezhe da Gamlez, ar barrez e penn-kentañ ar prosesion erruout en kêr war he giz, peurechuet ganti he zro kent na veze aet an eskibien e-maez an iliz[-]veur.

1954
Daveenn : VAZA p.54

Ra bardonoc'h d'ar Gannaded, / Enebourien hon abaded / Hag hon eskeb, tadoù ar Feiz, / Mirourien fur ar Gredenn Reizh.

1960
Daveenn : PETO p17

Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.

1960
Daveenn : PETO p12

Antronoz ez ejomp da ober un dro war du an diabarzh betek mision kozh Boutika, e-keñver Nkogo, bet savet e 1880, pa oa an aotrou Berr eskob e Libreville.

1985
Daveenn : DGBD p89

Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.

2015
Daveenn : DISENT p48

Ofis publik ar brezhoneg