Spi.
Pep esper a gollin, mar dizarbennont ma goulenn.
&
Kaout esper da ober udb. : kaout spi d'e ober.
Esper am eus da resev arc'hant diganto.
&
En esper ober udb. : gant ar spi d'e ober.
Stignañ griped, en esper distrujañ razhed. Ha me ha dispenn ma roudoù en esper gwelet ma yalc'h.
&
(dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e)
Kaout esper : kaout spi.
Esper am eus em bo sikour diganeoc'h.
&
(dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e, ma)
En esper : o hetiñ, o krediñ.
Ar sant a voe boureviet en esper e tiskuilhfe e pe lec'h edo an teñzor. Hennezh a lavar se dimp en esper ma cheñchfemp.
HS. esperañs, goanag.