Ha Booz o komz ouzh an henaoured hag ouzh an holl : Testoù oc'h, emezañ, hiziv penaos, kement a zo bet da Elimelek, ha da C'helion, ha da Vahalon a zo din, pa em eus e brenet digant Noemi, Ha penaos e kemeran da c'hwreg Ruth ar Voabitez, gwreg Mahalon, evit ma tigasin a-nevez hanv an hini a zo marv en e zigouez, gant aon na ve kollet e hanv en e diegez, e-touez e vreudeur hag e bobl.
O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.
Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp
N'eo ket, a dra sur, peurzifraost ar park : ul labour evel Ar Grilheta e Breizh savet gant Farnachavan a zo e blas e-touez ar studiadennoù gwellañ o plediñ gant douaroniezh arboellerezh Breizh, ha dellezout a ra bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant levrioù Robert-Muller, Chaumeil, Krebs, Mazéas, skrivet e galleg war zanvezioù heñvel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.
Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid.
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».
Ar breur Arturo en doa graet hent, evel boaz, gant ar breur Alano, ur Breizhad eveltañ, hag e geneil nemetañ, e gwirionez, daoust ma oa forzh Breizhiz all e-touez danvez[-]leaned ar gouent.
Digoret he doa Palmira he sac'h-dorn, ha turlutat a rae a-zevri e-touez boestig ar bleud c'hwez[h]-vat, ar melezourig, ar vazhig ruz livañ an diweuz, an alc'houezioù, ar pochad madigoù, hag an holl velbiachoù merc'hed.
Ur miz dija abaoe derou an enklask e-touesk tud Plogoñv
Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.
Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.
Ma renket he deus e-touez ar boliserion vat ha fin dre eno.
Palioù all a zo, evel tapout pennadoù er mediaoù da vrudañ hor stourm e-touesk an dud, lakaat pennoù bras zo da fiñval evit ma c'hallfer [c'hallfed] kregiñ da dabutal war an dachenn bublik.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
etramañ